Okitaniz ha katalaniz skoaz-ouzh-skoaz e ode Salau

Bep bloaz abaoe 1988 e vez aozet ar Pujada e ode Salau etre Katalunya hag Okitania. Gwechall e laboure asambles Okitaniz ha Katalaniz en un embregerezh. Bremañ e kejont evit eskemm àr ar stourmoù politikel ha sevenadurel en daou du eus ar Pireneoù.

p.2 SALAU 1

Kadarnaet eo bet gant ar c’huzul stad gall an anv « Occitanie-Pyrénées Méditeranée » evit ar pikol rannvro savet diàr kendeuziñ Languedoc-Roussillon ha Midi-Pyrénées.
Betek ar mare diwezhañ o deus stourmet ar Gatalaniz a-enep an anv àr-zigarez n’eo ket anavezet o identelezh vroadel. Galvet o deus an emsavoù katalan da genderc’hel gant ar stourm en desped da ziviz ar lezioù-barn.
Eskemm boued hag evaj evel gwechall
Seurt c’hign-c’hagn na vir ket ouzh an div bobl da gaout liammoù kreñv adarre. Abaoe 30 vloaz, da skouer, Bep 6 a viz Eost en em vod emsavourion okitan ha katalan e Pòrt de Salau (ode Salau), e departamant an Ariège, da 2100m uhelder evit lidañ ar « Pujada » (ar « Bignadenn »). Lidañ al liammoù kozh-Noe etre an div boblañs eo pal ar Pujada-se. Ur wech arruet en ode goude un hir a gerzhadeg (3 eurvezh hanter evit an Okitaniz, 45mn evit ar Gatalaniz, memestra !) e eskemmont boued hag evaj eus ar vro (keuz ha gwin dreist-holl). Kanañ ha dañsal a reont asambles ivez. Hag evel-just eo seurt kejadenn un digarez evit kendivizout àr ar stourm evit ar yezh, ar sevenadur hag ar gwirioù broadel en daou du eus ar Pireneoù. Gant ar c’hevredigezhioù ASPIC ha CAOC e vez aozet ar Pujada ha bep bloaz e ta etre 300 ha 600 emsavour.
Ul lec’h kejañ istorel eo ode Salau ken e weler ennañ rivinoù « Kantinenn Salau », ur pikol savadur kozh graet gant maen. Un aridennad a volzoù hanter-rivinet a ya d’ober ar gantinenn-se.
E penn-kentañ e oa ur savadur greantel evit un embregerezh a dreuzfeurme koad e toaz paper. War-lerc’h e servijas da… gantinenn evit ar vicherourion okitan ha katalan a laboure skoaz-ouzh-skoaz en Ode dindan ar seizh avel da dreuzdougen ar c’hoad betek ar flondrenn.
Bep bloaz e vez rastellet argant gant an ASPIC evit reneveuziñ ar « Gantinenn », aet da arouez ar mignonaj okitano-katalan.
Ur Pujada aroueziek-tre ar bloaz-mañ
Ar bloaz-mañ, evit an 30vet Pujada, e vo aozet ul lid-envel gant gouarnamant ar Generalitat de Katalunya evit kounañ e oa ode Salau àr hent ar repuidi republikan katalan ha spagnol a glaske tec’hel kuit dirak bagadoù Franco. Hag evel-just, n’eo ket dre zegouezh zo bet choazet seurt tem o c’houzout e vo aozet d’ar c’hentañ a viz Here a za ar referendom àr an dizalc’hiezh er Generalitat.
Pelloc’h er reter emañ ar Val d’Aran. Ha diouzh ar sondadegoù diwezhañ, n’eo ket gwall domm tud ar Val d’Aran da votiñ evit ar Republik Gatalan.
Hogen, embannet eo bet gant an IEA-AALO (Institut d’Estudis Araneses – Acadèmia Aranesa de la Lenga Occitana) ur meneg souten da ouarnamant ar Generalitat.
Hervez an IEA, « o deus ar gwir ar pobloù aranat ha katalan da choaz o dazont ».
Hag an ensavadur ofisiel da anavezout ar « gwirioù hag ar gwarez bet roet d’ar yezh okitan gant ar Generalitat ». Ur choaz kalonek er Val d’Aran !

Fabien Lécuyer