Neudenn Optek : Evit mont buan
24/07 /17

Neudenn Optek : Evit mont buan

p.3 Neudenn Optek 2

Hiziv an deiz e vez luget urzhiataerioù an holl, c’hoant ganto gellout kas ha resev buan, ur bern titouroù a bep seurt. Ha gortozet an neudenn optek gant an holl.

 

 

E kement rannvro e vez an holl oc’h hastañ. Dalc’het he deus Orange eviti tachenn ar c’hêrioù bras, Naoned ha Sant Nazer, Brest ha Douarnenez, Gwened hag An Oriant, Roazhon ha Sant-Brieg… Ha lezet gant ar strollegezhioù  an takadoù all. E Breizh 4 e vez meret an tiriad gant Megalis, ur sindikad o vodañ ar Rannvro, an departamantoù hag an 59 kumuniezh kumunioù.

El Liger-Atlantel e vez meret an diorren gant an departamant war-eeun. “Dre vras zo ganto ar memes doare da welet an diorren.” eme Sébastien Dekeyser, eus Megalis, ur wech resisaet e ranker ober an diforc’h etre neudenn optek – teuzkas an titouroù da dizh ar gouloù, + 100 mbit / eilenn – hag an THD* a ya buan-ivez – a-drugarez d’ar 174 koulzad-labour bet kaset da benn etre 2014 ha 2015 evit kreskiñ an froud – met pas kement dre ma vez lodennoù eus ar rouedad oc’h implij ar c’houevr.

 

 

Koustoù uhel

Jedet o deus e koustfe, dre vras,  betek 2 000 € kas an neudenn ouzh toull dor an dud, dre ma ranker implij ar muiañ an dafar a zo bet staliet dija, ribouloù a-wechoù – reoù ar pellgomz, da skouer – pe tremen dre an aer. Evit 2030 e rankfe an holl bezañ luget. Ac’hann da 2030 he do B4 postet 2 viliard € en afer, dre ma ro pep kumuniezh kumunioù 445 € dre bonn luget, ar pezh a vez kavet ker gant lod. Dre ma ne c’hell ket an holl kaout ar servij-se er memes koulz o deus divizet kas al labour da benn dindan 3 frantad. Ar prantad kentañ (2014-2018) a oa bet termenet e fin 2013, troet war 4 c’hêr etre, unan dre zepartamant, Karaez, Lambal, Redon hag An Alre, ha 28 takad war ar maez evel Gronwel, Plurien (22) pe c’hoazh Rosporden. En holl 32 tachenn e-lec’h ma oa 70 000 den o chom. Abaoe an diskar-amzer e c’hell tud An Alre tennañ gounid eus ar servij nevez-se. Hiziv an deiz zo tud luget evel-se en 32 takad.

 

 

Koulzadoù da zont

War gresk ez aio al lusk goude. Gant an eil koulzad, ac’hann da fin 2018 e vo servijet 240 000 lojeiz, bet renablet war 100 takad.

Evit 2019-2023 e vo respontet da ezhommoù 400 000 den all ha goude, a-raok 2030 e vo staliet ar servij evit 627 000 den all c’hoazh.

Evit ma ‘z afe buanoc’h e fell d’ar Rannvro reiñ lañs, kerkent hag e fin miz Even 2017, gant sikour Pole Emploi, d’ur stummadur evit ma vefe muioc’h a dud gouest d’ober war-dro ar vicher nevez-se.

El Liger-Atlantel eo prederiet ivez an dud e karg gant un diorren kempouez, evit ma ne vefe ket tiriadoù a-bezh o c’houzañv.

“E-touez ar rannvroioù kentañ  emaomp, gant an Aovergn, da skouer.” eme Sébastien Dekeyser, emskiant war efedusted ar benveg evit diorren ar vro.