Loreet gant ar vugale (Videoioù…)

Gant fin ar bloavezh-skol e teu ar mare d’ar skolidi da reiñ da c’houzout al levrioù o deus plijet dezho ar muiañ.

 

 

E skol Diwan Tregon eo bet embannet an disoc’hoù evit Priz ar Vugale, ur priz digor d’ar vugale skoliataet e CE2 ha CM, kaset da benn abaoe 10 vloaz. Aet eo ar maout gant “Tadig eizh brec’h” ul levr skrivet gant Fanny Chauffin awenet gant un istor bet kontet dezhi gant Marie-Françoise Castric, aet da anaon abaoe nebeut, o kontañ pegen diaes eo bezañ mab ur gwaz en deus atav ur bern traoù da ober, re evit bezañ prederiet gant eurusted e vab. Betek ar mare ma krog an tad da cheñch emzalc’h. D’an eil plas e kaver “Prizoniad ar Gorriganed” gant Laurence Lavrand, istor Pêr, ur bugel rediet da vevañ e-pad pell dindan zouar, dalc’het gant labourioù didalvez.

 

 

14vet PAY

Evit ar skolajidi ha liseidi e vez aozet daou rann, hervez an oad. Votet o deus ar skolajidi yaouankañ evit “Nolwenn, Bim hag al laer” gant Annie Coz, pe penaos e c’hell ar c’hi Bim sikour krennarded da zerc’hel penn ouzh laeron. Plijus o deus kavet ivez “Mignoniezh dic’hortoz”, gant Anthony Renaudin, a gont al liammoù krouet bep un tammig etre ur c’hrennard hag ur marmouz ha

En eil rummad eo bet dibabet “Mont kuit” eus Mai-Even a gont kudenn an disparti en ur c’houblad, plas ha roll ar vugale d’ar poent-se. D’an eil renk eo bet lakaet “Mojennoù hag ar marv hag ar vuhez”, un dastumad danevelloù, du alies-mat.