LGV : Buanoc’h ha tostoc’h
17/07 /17

LGV : Buanoc’h ha tostoc’h

Goude ur chanter a 25 bloaz zo bet lidet war an ton bras digoradur an LGV, o lakaat Roazhon da 1e25 eus Pariz, o lakaat gounid amzer a 45-50’ evit ar re a ya betek Brest pe Gemper.

 

D’an 2 a viz Gouere, da 12e41 e oa birvilh e Kemper evit degemer tremenidi gentañ an tren tizh-bras. War ar c’hae, netra ispisial, gwir, met war blasenn an ti-gar, ar maer Ludovic Jolived ha bezprezidant an departamant, Jean-Marc Tanguy, bagad « Ar re gozh » gant son ha dañs, gwestell breizhat, sistr ha krampouezh diouzh an druilh, ur banell evit ar « selfi », madigoù bent profet d’ar veajourien.

Adalek bremañ e vo dav diskoulmañ kudenn vras an transportoù evit frammañ ar rouedad trenioù nested tro-dro d’an LGV. Kemper en em gavo da 3e31 eus Pariz, 4 gwech bemdez ha zoken da 3e13 ur wech ar sizhun.  Evit ar maer eo un elfenn a-bouez met n’eo ket cheñchet fas ar bed «Abaoe 1870 zo trenioù e Kemper. Gant ar re nevez-mañ vo gounezet 20% a amzer, gwir. Adwelet e vo an treuzdougen ha takad an ti-gar. » Er sizhunioù da zont e konter war +21% a veajoù war al linenn ha +5% evit an dud a-vicher en distro-skol.

 

 

Roazhon hag all

Gant an LGV e vo lakaet kêrioù bras Breizh etre 2e14 (Sant-Malo) ha 3e31 ( Kemper) pa vo Roazhon da 1e25. 2 eur diforc’h a vo etre Brest ha Roazhon. Gwellaet eo a-galz al linenn betek Roazhon, ha posupl d’an dud ober mont-dont dindan an devezh. Kresket eo dija priz al lojañ e karterioù zo e Roazhon, betek +15,8% evit ranndioù nevez, +16,9% evit an tiez kozh. Aesaet e vo a-galz al labour evit an dud a rank mont d’ober aferioù, da gaout emgavioù, aliesoc’h e Pariz eget e Roazhon.

Talvezout a raio ivez evit kêrioù all Breizh, zoken ma seblant anat e vez lakaet muioc’h ar pouez war modernaat ar rouedad a-bezh eget tostaat ouzh Pariz. Bez’ e tlefe an touristelezh kreskiñ. Evit an aferioù e ranko an dud sellet ha gwelloc’h eo dezho kemer ar c’harr-nij pe an tren. Bez’ e c’hellfe ar c’harr-nij koll pouezusted en afer rak pelloc’h eget an tren eo an ti-gar a-bezh a cheñcho pa vo krouet PEM*-où en holl gêrioù bras evit ma vefe aesaet d’an dud mont pelloc’h gant o beaj, dibab an doare a zegouezh ar gwellañ, metro, tram, taksi, marc’h-houarn, karr-boutin…

 

p.1 LGV 1

War un ton bras e oa bet degemeret an tren e Kemper

Stankell Roazhon

Klevet e vez dija mouezhioù o sevel da lakaat an dud war evezh. Efedoù bras he do al linenn war an ekonomiezh, evel m’o deus ar gourhentoù a sach an embregerezhioù daveto. Stankoc’h e vo an embregerezhioù hag an dud e plasoù zo, ha prizioù o kreskiñ. Pa vo disteroc’h e plasoù all. Kreñvaet e vo plasoù evel Rennes-Metropole, lakaet diaes kêrioù evel Gwitreg. Broudet an dud da zont aesoc’h betek penn pellañ Breizh evit tremen un nebeud devezhioù met aesaet d’ar Barizianed prenañ tiez ne c’hello ket ar Vretoned kaout.

3,4 miliard €, 5 bloavezh labour, 214 km hent-houarn nevez, evit tostaat Breizh eus Pariz : ur raktres c’hoantaet gant an holl dud, ar bolitikourien en o zouez, a wel dazont Breizh liammet ouzh hini ar gêrbenn.