Kondaonet ar Stad C’hall gant ur peizant Euskarat

Jean-Michel Ayçaguer

Nac’het e oa bet gant Jean-Michel Ayçaguer reiñ e dTDN da heul ur vanifestadeg bet aozet evit souten peizanted yaouank e 2008. D’an 22 a viz Even eo bet kondaonet ar stad c’hall gant Lez europat gwirioù mab-den da reiñ 3000 € digoll dezhañ.

 

 

 

 

Ezel eo Jean-Michel Ayçaquer eus ar sindikad labourerien-douar Euskal Herriko Laborarien Batasuna (ELB), Confédération Paysane Euskadi.

D’ar 17 a viz Genver 2008 en doa kemeret perzh en ur vodadeg evit souten ur c’houblad peizanted d’en em staliañ e ti-feurm Kako e Ainharp.

E fulor e oa ar vanifesterien goude ma vije bet roet un ali pozitivel gant ar SAFER evit skarzhañ ar beizanted ha  lakaat ur c’houblad labourerien douar-all harpet gant an FDSEA, en o flas.

 

 

3 milion enskrivet

Bount ha poulz a voe bet etre ar stourmerien hag an archerien da heul ar vanifestadeg ha Jean-Michel Ayçaguer lakaet dindan evezh ha kondaonet da zaou viz toull-bac’h gant goursez gant lez-kastiz Baiona en abeg d’ar feulster.

D’ar 24 a viz Kerzu 2008 e voe bet goulennet e voe gant ar brokulerezh ober ul lemadenn biologel dezhañ evit rastellat e drenkenn dezoksiribonukleek (TDN/ADN). Nac’het eo bet gant ar peizant. E 2016 e oa enrollet 3 422 786 den war Fichennaoueg vroadel emgefrekaet ar roudoù genetek (FNAEG). Betek ur bloavezh toull-bac’h ha 15 000€ kastiz e c’heller bezañ kondaonet pa nac’her reiñ an TDN. Da  500€ kastiz e voe kondaonet Jean-Michel Ayçaguer d’ar 27 a viz Here 2009 evit an nac’hadenn-se. Kadarnaet e voe ar varnadenn-se gant lez-varn galv Pau ha nac’het  an azgalv terriñ.

 

 

Enep gwirioù Mab-den

Divizet en deus neuze ar peizant euskarat dougen an afer betek Lez europat gwirioù Mab-den.

D’an 22 a viz Even eo bet  priziet gant ar varnerien European e oa bet gwallet mellad 8 Kenemglev Europa gwirioù mab-den hag a denn da zoujañ ouzh ar vuhez prevez. Priziet eo bet a-unvouezh ez eus un digempouez etre an interestoù foran ha prevez el lezenn c’hall. Meneget eo bet e diferad al lez-varn Europat « n’eus ket da gaout seurt digempouezioù en ur gevredigezh demokratel ». Ouzhpenn-se, ne vez ket gwarezet a-walc’h ar re a zo enskrivet er fichennaoueg. 20 vloaz e chom roadennoù ar re a zo bet tamallet ha 40 vloaz reoù ar re a zo kondaonet. N’eus diforc’h ebet kennebeut e-keñver ar pezh a zo bet graet e-maez al lezenn.

 

 

Kemm al lezenn

3000€ a ranko neuze ar stad c’hall reiñ d’ar peizant euskarat evit ar frejoù justis ha 3000€ ouzhpenn evit an dic’haou buhezel.

Ret e vo d’ar stad kemm al lezenn a-denn da virout an TDN. Ar wech kentañ eo da lez-varn Europa barnañ war an danvez-se.

E 2012 e oa bet dizarbennet falc’herien OGK en abeg ne oa ket bet doujet ouzh ar reolennoù argerzhadur. Nac’het e oa bet ivez ur reked kaset gant sindikalourien korsat o labourat en SNCM abalamour ma ne oa ket bet graet galv ganto e pep barnerezh da gentañ.

 

 

DK