Loc’het eo KEAV
24/07 /17

Loc’het eo KEAV

p.4 KEAV 2017 9

Ma n’eo ket dispar an amzer evit rouzañ, evit mont er-maez, n’eo ket direnket stajidi KEAV evit se. Labouret e vez asidu.

 

 

Traoù zo a vez heñvel a vloaz da vloaz. Anna ar Beg hag he skipailh kelennerien er sal gentañ, hini al luc’heilerez hag an urzhiataerioù. Ar levrioù war wel en trepasoù, o c’hortoz prenerien. Ar salioù klas trouzus, evel hini an distagadur-pouez-mouezh kaset da benn gant Ivon ar Gag ha Gwen Huon, pe siouloc’h, gouestlet d’ar sevel pennadoù. Amañ zo 8 den ha kement a urzhiataerioù. “Diouzh un tu all ar pedennoù, en tu-mañ ar venec’h.” a fars Loig. Heñvel ivez e vez ar predoù, ar siop-sarad, ar stal ganañ kaset an devezh-se gant Katell ha Marine, an davarn, al lojañ.

 

 

Disheñvel ivez

Diouzh ar c’helenner e vez ar c’hentelioù, ha disheñvel, dre ret. Gant Rejin e vo c’hoariet kalz gant tammoù kartoñs, an eil stajiad o respont d’egile, betek ma vefe diaes. “Jahinerezh eo !” a glemmo Mikael ar C’hozh. Nepell e vo Katell o lakaat he skolidi da aloubiñ an trepasoù evit c’hoarioù daou-ha-daou.  Da bep strollad da gas e labour da benn hep direnkañ ar re all. Nag ar 14 den enskrivet er stal c’hoariva, o selaou Anna-Soaz ha Gwenn, na re ar radio gant Morgane, na re a vez o studiañ lennegezh kozh gant Daniel ha Visant. Un tamm pelloc’h emañ ar re vugale vihan. Pelloc’h c’hoazh, e Karaez, an 9 re vras. Ar grennarded, int, a bledo, gant micherioù ar radio gant sikour Pol-Yvon ha Jean-Luc. Goude an tamm striv-se en em gavint er poull-neuial, just e-kichen al lise.

Disheñvel eo dre ma vez brezhonegerien, stajidi bet asantet ganto labourat eno, muioc’h eget ar bloavezhioù tremenet, o servij er gegin. Seul aesoc’h broudañ an dud d’ober gant ar yezh.

Disheñvel eo c’hoazh abalamour d’an atalieroù kaset da benn gant hini pe hini, goude 5 eur. Pourmen pe deskiñ bambara gant Ernest, c’hoari ar c’hartoù pe deskiñ brastresañ gant Gwenael. Pe c’hoazh eskemm war ar vicher a skolaer gant Aline, Denez, Gwenole pe Dewi… Da zibab a zo, kalz. Gant ur reolenn hepken, evel ma lavar Rejin, “Gant ma vo e brezhoneg.”

 

p.4 KEAV 2017 5

p.4 KEAV 2017 7

p.4 KEAV 2017 1