From Breizh : evit ar c’hrouiñ
03/07 /17

From Breizh : evit ar c’hrouiñ

p.4 Logo From BreizhC’hoant he deus Raphaële Guillevic lakaat war-wel pinvidigezhioù ar vro, met n’eo ket ar re voutin. A-benn an hañv e roio lañs d’ur stal gwerzhañ war internet. Gouestlet e vo da grouidigezhioù diouzh ar c’hiz graet e Breizh.

 

 

p.4 Raphaele GuillevicBreizhadez eo Raphaële Guillevic. Kaset e oa bet da foetañ bro un nebeud bloavezhioù ‘zo. ‘Giz ma c’hoarvez alies gant Bretoned zo, eo deuet ar plac’h emskiant eus hec’h orinoù pa oa erruet pell outo. Ha dreist-holl e oa bet skoet gant sell ar re all war he bro, klichedoù e-leizh ganto. Mod-se eo diwanet enni ar mennozh terriñ seurt “soñjoù.” Met anat eo deuet dezhi ivez ne oa ket aes kavout traoù disheñvel kennebeut war ar rouedad. N’eo nemet goude bezañ furchet mat war internet e kaver traoù divoutin.

 

 

Ur blog dija…

Estreget ar c’haramel gant amann sal, ar c’hrampouezh druz, ar c’houign-amann a zo ‘barzh ar vro. Bez’ ez eus enni tud a ijin hag a grou bemdez. Evit ma vefe lakaet war wel ar re-se he deus savet Raphaële Guillevic ur blog dija. Warnañ e kaver un nebeud merkoù. Peadra da vrudañ anezho, da gompren spered ur merk, ha dreist-holl d’ober anaoudegezh gant krouerien ur merk. Abaoe fin miz Ebrel e c’heller mont war ar blog*.

 

 

… Ar stal da heul !

A-benn an hañv e krogo ar plac’h gant eil pazenn he raktres. Dre internet ec’h embanno ur “Concept Store.” War al lec’hienn-mañ neuze e c’hellod prenañ produioù ar merkoù kinniget war ar blog. A bep seurt a vo, traoù diouzh ar c’hiz, troet kentoc’h war ar bravigoù, an dilhad ; met ivez war dafar ar babigoù ; dafar an tiez ; ha c’hoazh war ar sevenadur.

Kinnig traoù graet penn-da-benn e Breizh eo pal al lec’hienn. Luziet eo, anat. Met chom a raio Raphaele Guillevic war evezh evit ma vefe ar produioù kinniget war he lec’hienn an tostañ posupl ouzh ekonomiezh ar vro.

Emañ raktres ar “Concept Store” o c’hortoz un taol sikour. Savet ez eus bet un arc’hantaouiñ a-stroll war gensavenn Kengo.

 

 

*https://blog.frombreizh.bzh/

kengo.bzh : klaskit From Breizh