Eil tro ar Festival Out-Cider
05/07 /17

Eil tro ar Festival Out-Cider

p.11 Gouel Out Cider 2D’ar Sadorn 8 ha d’ar Sul 9 a viz Gouere e vo deus ar Festival “Out-Cider” e Argol, war tachennoù Ti ar Sistr – Ti-feurm Kermarzin. Gouestlet eo ar gouel d’ar sistr naturel.

 

 

“Memes tud, memes spered…” Sklaer eo an traoù gant ar skipailh aozerien. Evit an eil gwech neuze e vo deus ar festival Out-Cider a-drugarez da deir sistrerezh bodet er gevredigezh « En Bulles Lentes » :  hini Ti ar Sistr Argol, hini Chistr Menez-hom eus Dineol, hag ar Sistrerezh Fatalitas eus Sant Riwal. Krouet e oa bet ar gevredigezh e 2015, gant ar pal cheñch an doare ma vez tañvaet ar sistr gant an dud. Rak pell emañ o doareoù ober sistr ouzh re ar stalioù bras. Ganto e vez produet sistr en un doare naturel, da lâret eo ne gaver nemet chug-avaloù er “rekipe,” ha tra ebet ouzhpenn… Talvezout a ra e cheñch blaz o sistr a vloaz da vloaz, hervez an hin a zo bet pa oa an avaloù o kreskiñ, ha pa oa ar chug-avaloù o virviñ. Kement ha ma ne c’heller ket keñveriañ o sistr gant an hini a vez prenet er gourmarc’hadoù. A-benn ar fin e fell dezho e teufe ar sistr da vezañ gwelet evel ur produ ken soutil hag ar gwin.

 

 

Ar roll war liesaat…

Bloaz ‘zo e oa bet dalc’het ar gouel war un devezh nemetken. Ha berzh e oa bet an devezh-se. Peadra da vroudañ an tri sistrer da lakaat ar gouel da vont war  daou zevezh. Ar bloaz-mañ e krogo an abadenn d’ar Sadorn 8 a viz Gouere, da 2e goude merenn. Doare ur marc’had a vo gant gouel. Dalc’het e vo “Marc’had ar Sistr” betek 8e noz. Memestra an antronoz war-lerc’h, d’ar Sul 9 a viz Gouere, met eus 11e diouzh ar mintin betek 6e goude merenn. Sistrerien eus a-bep-lec’h a vo kavet war ar marc’had. A-ratozh e teuio sistrerien a Vro-Saoz zoken ! Hag estreget tud a-vicher a vo o kinnig o sistr. Un digarez e vo ar marc’had evit tañva ha prenañ sistr na gaver neblec’h all.

War fonnusaat ez a roll ar gouel ar bloaz-mañ, o tigeriñ dorioù ar marc’had da broduerien fourmaj, reoù deus ar vro, hag a Vro-Saoz. Ouzhpenn ar marc’had bras, e vo ivez eus prezegennoù diwar-benn “Skiant” ar sistr.

Evel-just, e vo sonadegoù ivez, blaz ar  Rock, pe ar Folk ganto evit ar pezh a sell ouzh re ar Sadorn noz. War roll an arzourien, an devezh-se, e vo ar strollad anavezet mat amañ ‘barzh ar vro, hini Electric Bazar Cie. Siouloc’h e vo sonadegoù ar Sul, nemet e vefe souezhadennoù… Met ur sonadeg “Intimist’” a glozo eil tro Gouel ar Sistr e Argol.

 

 

An holl ditouroù war :

http://enbulleslentes.wixsite.com/cidrevivant