Celtic Interconnector : un Eskemm tredan
03/07 /17

Celtic Interconnector : un Eskemm tredan

p.5 Breizh IwerzhonBep goañv, pa zeu yen an amzer da vat, e klever e c’hellfe an tredan dont da vankout er vro. Unan eus an diskoulmoù a vefe rannañ muioc’h ha gwelloc’h an tredan etre broioù Europa. E Iwerzhon emañ an embregerezh EirGrid o studiañ un eskemm tredan gant Breizh.

 

 

Abaoe 2011 ez eus darempredoù etre an RTE* Frañs hag an embregerezh a ra war-dro ar rouedad tredan en Iwerzhon, EirGrid hec’h anv. D’ar poent-se e klaske Iwerzhoniz lugañ o rouedad tredan ouzh re ar broioù amezek. Diwar ur preder european eo diwanet seurt raktresoù, evit disammañ ar rouedadoù tredan a c’houzañv kalz e kornioù-bro ‘zo.  Mod-se, da skouer, e oa bet luget rouedad Iwerzhon ouzh hini Bro-Gembre, a-drugarez d’ur fun tredan dindanvor.

Nevez ‘zo  eo aet war-raok un tamm ur raktres a dalvezfe da liammañ Iwerzhon ouzh Breizh dre ur fun tredan dindanvor. Evit Iwerzhoniz eo un doare ivez da rakwelet ar Brexit. Rak dre m’eo luget o rouedad tredan ouzh hini ar Saozon, e c’hellfe an eskemm tredan etre an div vro gouzañv kalz eus an darvoud-mañ. A-fed kresk ar prizioù eo e vefe “arvarus.”

 

 

An deroù

Aotreet eo bet an embregerezh iwerzhonat EirGrid da gregiñ e-barzh un enklask a zo e bal studiañ penaos, ha pelec’h, e c’hellfe bezañ staliet ar fun. Evit poent e rankfe ar fun dont war wel war aod Reter Cork, pa zeufe war wel, e Breizh, en tu bennak war an aod etre Leon ha Treger.

 

 

450 000 ti…

Gouest vefe ar fun da ezporzhiañ pe da enporzhiañ 700 Megawatt a dredan, peadra da voueta 450 000 ti. Evit Iwerzhon, e vefe al liamm kentañ a seurt-se gant kevandir Europa, da lâret eo ul liamm kehentiñ eeun a-drugarez d’ar “wienn optikel.**”  Ken hir ha 600 km, dre vras, e vefe ar fun… Met n’eo nemet deroù ar studiadenn, ha ne vo kemeret an diviz sevel ar fun tredan dindanvor nemet a-benn 2020.

Anavezet eo bet ar raktres “Celtic interconnector” evel unan “a laz boutin” gant Europa, ha postet he deus Komision Europa 3,9 milion€ er jeu dija .

Asantet he deus c’hoazh postañ 4 milion € ouzhpenn evit kas da benn ar studiadennoù, ma ‘z eus ezhomm.

 

 

*Réseau de Transport d’Electricité

** Gwienn optikel ; Fibre optique