Brezhoneg er metro
10/07 /17

Brezhoneg er metro

p.3 Bzg e Metro RoazhonAbaoe 2013 ez eus bodet un toullad tud, ezel pe get eus kevredigezhioù, evit kas ar brezhoneg war-raok e Roazhon hag e bro Roazhon : ar C’henstroll “Brezhoneg e bro Roazhon”.  A-drugarez d’ar gwask lakaet ganto e oa bet votet un destenn politikerezh yezh gant Kêr Roazhon e miz Du 2015. 

 

 

Teurel a ra evezh bras ar c’henstroll ouzh raktres eil linenn metro Roazhon a zo da zigeriñ e 2020. El linenn gentañ e weler brezhoneg en un arsavlec’h hepken, hini an ti-gar. Bihan-sot eo skrivet ar brezhoneg.

Abaoe pell dija e c’houlenn sklaer brezhonegerien bro Roazhon e vefe divyezhek da vat an eil linenn. Kement-se a dalvez e rank an holl venegoù bezañ troet ha bezañ skrivet heñvel-mik ouzh ar re e galleg. Talvezout a ra ivez klevet brezhoneg, ar pezh a oa bet votet gant Kêr-Roazhon en he zestenn politikerezh yezh, dres.

 

 

 

Ne ra nemet kregiñ

Skrivet e oa bet ul lizher gant ar c’henstroll da Veurgêr Roazhon, hag a zo e karg eus an teuliad. Chomet eo direspont. Se zo kaoz e oa bet aozet un darvoud d’ar 7 a viz Mezheven dirak an arsavlec’h Republik e kreiz-kêr Roazhon evit sachañ evezh Roazhoniz dre-vras kenkoulz hag hini an divizourien. Un degemer mat-tre zo bet graet d’ar 100 manifester bennak a oa deuet war al lec’h gant Roazhoniz o tremen.

Dister e chom bepred respont ar Veurgêr dre ar c’hazetennoù avat. N’eus bet nemet kargidi, mut e chom an dilennidi, o respont dre ar c’hazetennoù gant an arguzennoù toull eur kustum da glevet : “n’eus ket plas a-walc’h evit skrivañ heñvel”,  “ne vo ket posupl treiñ pep tra”…

Sklaer eo ne ra ar stourm nemet kregiñ. Arouezius eo ar stourm evit un eil linenn divyezhek, da vat.  Traoù all a vo da stourm evito buan evel plas ar yezh e Kouent ar Jakobined da skouer, a zo da vezañ ur greizenn a gendalc’hioù bras e kreizig-kêr Roazhon, plasenn Santez-Anna.

Ret e vo d’ar c’henstroll chom hep diskregiñ e-pad an hañv eta ha moarvat e vo oberoù all da vare an distro-skol evit tizhout ar pal.

 

E.G

 

 

Evit mont e darempred gant ar c’henstroll :

brezhonegeroazhon@gmail.com

Sinadeg war “Change.org” klaskit :

“Breton Metro Rennes”