45vet Fisel
10/07 /17

45vet Fisel

Merc’hed an Trio Bacana

Embannet eo bet programm ar festival Fisel 2017, ha peadra a vo da gaout plijadur ur wech c’hoazh e Rostrenenn e dibenn an hañv, etre ar 24 hag ar 27 a viz Eost.

 

 

D’ar Yaou 24 e krogo an traoù e-barzh un davarn e kreiz-kêr, digoret en-dro espres-kaer evit ar gouel. Un nozvezh dleet d’ar merc’hed, gant Vocal Bardak, ur strollad niverus gant 17 kanerez eus ar vro, a ginnigo kanaouennoù stourm, ha Trio Bacana, a gaso an dud gant e sonerezh betek Brazil.

D’ar Gwener e vo un digarez da welet un abadenn dibar « Regards de Breizh », ur sonadeg-foto, lusket gant muzik ar strollad Nautilis, ha poltredoù Guy Le Querrec. Ur fest-noz hengounel a vo kinniget an nozvezh-se ivez gant gwellañ sonerien ar vro (Becker-Huiban, Impérial Gavotte Club, Yann-Fañch Kemener Trio, Menneteau-Lange, Josset-Martin-Mell Trio…).

 

 

An dibenn-sizhun

D’ar Sadorn 26 e vo roet plas d’ar fest-noz vras gant Fleuves 5tet, War-sav, Tchaid, Jean-Charles Guichen… Un digarez ‘vo da welet ivez ar strollad Karma, a ray e zistro er bloaz-mañ, evit un nebeud deiziadoù hepken !

Evel kustum e fello da skipailh ar Fiselerezh, ar gevredigezh a aoz an darvoud, lakaat an dud d’ober anaoudegezh gant sonerezh eus lec’h all. D’ar Sadorn noz e c’hallo neuze an dud selaou sonerezh hengounel Kreiz-Frañs Jéricho, beajiñ gant rock-blues touareg Mdou Moctar pe c’hoazh dañsal war cumbia an daouad perouat Dengue Dengue Dengue. Ar Sul a vo gouestlet d’ar choñkourioù dañs ha muzik Fisel met kinniget e vo ivez : ur bal, abadenn ha c’hoarioù evit ar vugale… hag, evit ar wech kentañ, un dijuni kanet !

Ur bern traoù all a vo e-pad dibenn-sizhun diwezhañ miz Eost : baleadenn, filmoù, stajoù… Ul lec’h kinklet brav gant sikour ar gevredigezh Manu Facto, boued a-galite ha deus ar vro, abadennoù a-feson… N’haller ket c’hwitañ war an darvoud-mañ e fin an hañv !

 

 

Ar programm klok war festival : www.fisel.org