En em silañ er vro

E Breizh e konter 30 000 saoz, perc’henn war 10 000 ti. E kreiz-Breizh e vez kalzig anezho – etre 15 ha 25% eus ar boblañs – abaoe pell.

p.3 brexit

E 1968 e kuitae Marilyn Le Moine he Bro-Saoz ha dimeziñ gant unan eus Gouareg. E 93 en em stalient eno. E 2003 e kroue ar gevredigezh AIKB, ur gevredigezh staliet e ti Marilyn, e kreiz-kêr Gouareg e-lec’h ma labour Maggy Fee, an implijadez nemeti, evit sikour an izili, 580 familh eus An Oriant da Vontroulez, deuet deus tramor, « Anavezout a ran kentoc’h ar re nevez deuet ha n’eo ket ar re a ya kuit. » Abaoe bloaz ma vez kaoz eus Brexit e vez aon gant an dud evit o surentez, evit an dazont. M’o deus ur gartenn-annez berrbad e c’hellont chom ur bloaz nemetken a-raok adgoulenn. M’o deus unan hirbad e vint dinec’h evit 10 vloaz.  Evit Magge, e Breizh abaoe 15 vloaz, eo bet ar Brexit ur sapre taol. « Betek-henn en em gaven Europeanez. Bremañ eo breskoc’h an traoù. Ken buan all ne vin ket mui europaeanez ken ‘benn nebeut met plac’h Bro-Saoz nemetken, un estrañjourez. » emezi. Diaes da c’houzañv evit ur vaouez a zo karget da sikour he c’henvroidi d’ober o zoull er vro, gant ur c’hermes bloaz – d’an 20/8 e Gouareg  – , kwiz-où ( un dudi a blij kalz d’ar Saozon ) divyezhek, gouelioù evel ar Fest-Jazz e Kastenn-Nevez ar Faou
Kaout o flas er vro
En he c’hichen John Chambers, e Breizh abaoe 6 vloaz. Displegañ a ra ar pezh a glask ar Saozon a zeu amañ, takadoù brav, an natur, prizioù izel d’an tiez ( etre an hanter hag ar c’hard eus ar pezh a vefe e Bro-Saoz). Ha Maggie da ouzhpennañ. « Degas a ra ar Saozon labour er vro, dre m’eo dav kempenn an tiez a brenont. » Lod anezho a gav gwelloc’h labourat gant Saozon a vez war o c’hont met pouezus eo evit Maggie en em silañ e-touez tud ar vro. « Alies ne ouie ket ar re gozh galleg, alies c’hoazh ne vez nemet unan eus ar c’houblad o c’houzout galleg, Met pa varv e vez diaes-mat evit an hini a chom. » Evit se ivez he deus Maggie da sikour anezho en o darempredoù gant ar melestradur gall. « Gant an amzer omp deuet da vezañ anvet gant aozadurioù evel ar C’haf. » a zispleg Marilyn Le Moine. Alies, evel Maggy Fee ha John Chambers, e tistro ar Saozon d’o bro c’henidik 3 gwec h ar bloaz – da Nedeleg, e-pad an hañv, ur wech all e-kerzh ar bloaz – evit mont da welet mignoned, amezeien ha bugale. Met muioc’h-mui evel John Chambers ha Trevor Stent, en em gavont breizhat.
Perzh e buhez ar vro
Judith Skinner a ro kentelioù galleg e ULAMIR Kastell-Nevez ar Faou. Trevor Stent en deus krouet ar Good Time Jazz hag ar gouel bloaz gouestlet d’ar jazz a vez e fin miz Gouere war bord ar stêr Aon. John Chambers a gemer perzh gant mignoned kenvroidi eus un abadenn e saozneg, «Spotlight in Brittany», skignet war RKB.
Daoust dezho bezañ bet graet o zoull, bet kavet diaes gant an dibab war-dro ar Brexit, e kendalc’hont gant derc’hel d’o liamm gant o bro, gant ar c’hazetennoù, gant Internet.

Hervez Maggy Fee e kendalc’h ar vuhez, memestra. Kement a dud a zo c’hoazh oc’h en em staliañ er vro ha ma oa bloaz zo.