Implij an euskareg àr-stabilaat

E peseurt stad emañ an euskareg en devezh a hiziv ? Sed ar pezh a glask gouzout ar gouarnamant emren euskarat asambles gant Ofis ar Euskareg. Gante ez eus bet kaset div studiadenn da benn. Bep 5 bloaz a vezont nevesaet. Unan o studiiñ stad ar yezh en Ipparalde (an « Norzh ») hag eben ar yezhoù a vez komzet e straedoù ar vro pirenean en daou du eus ar « vevenn ». Ha souezhus eo disoc’hoù zo !

p.2 Lugan emsavourion an euskareg faotañ a ra dimp beviñ en euskareg

Div studiadenn nevez diàr-benn implij an euskareg a zo bet embannet nevez zo.
Ar « 6vet enklask sokioyezhel »* eo an hini gentañ. Bep 5 bloaz e vez nevesaet seurt enklask abaoe 1991.
Urzhiet hag arc’hantaet eo gant ar gouarnamant emren euskarat met pleustret vez àr an teir ensavadur a ya d’ober « Euskal Herria » : ar gumuniezh emren, an Ipparalde (an « Norzh ») hag ar gumuniezh foran a Nafarroa. Ha disheñvel eo an disoc’hoù diouzh an tiriadoù !
Un nebeud mizioù zo e oa bet kinniget ar renta-kont evit tiriadoù ar Gumuniezh Emren hag an Nafarroa.
E penn kentañ miz Gouere e oa bet graet kement-all e Baiona evit an teir froviñs eus Ipparalde.
Pouez ar re bet ganet e-maez eus ar vro
En Ipparalde ne ya ket mui an niver a euskaregourion àr-zigresk. Arruet eo stabil an niver absolut a yezhourion Ha sed amañ un dra nevez ! Ha gwelloc’h c’hoazh : emañ niver an « divyezhourion euvridik » o kreskiñ.
Muioc’h-mui a dud a zo arru àr ar vro, ar pezh a dalvez e ya àr-zigresk ar c’hementadoù a euskaregourion er gevredigezh memestra. 26,4% e oant e 1996 ha n’int ket ‘met 20,5% e 2017.
Ha pouez ar re bet ganet e-maez eus Bro-Euskadi a zispleg kement-mañ. 57% eus ar re ne ouiont ket ar yezh a zo bet ganet e-maez eus ar vro, o c’houzout n’eo ket bet ganet en Euskal Herria 43% eus ar dud o veviñ enni.
Evel just eo e Baxe Nafarroa-hag e Xiberoa e vez kavet ar muiañ a euskaregourion (an hanter eus an dud**). Er BAB (Bayonne-Anglet-Biarritz) en « agglo », en Arvor neuze, emañ ar feur izelañ a yezhourion : a-boan 8%.
Dav eo lavarout n’emañ ket ar BAB en euskaregva e gwirionez, met er gaskonegva.. Ha bout zo c’hoazh tud zo oc’h ober gant an okitaneg gaskon en tiriad-mañ (anvet ar « Baish-Ador » en Okitaneg)
Evit a sell ouzh an divyezhourion euvridik, o deus kresketa 0,3% abaoe 2011 ha muioc’h-mui a euskaregourion a gaver er rummadoù yaouankañ.
 E straedoù ar vro
Klokaat a ra ar studiadenn gentañ an eil studiadenn***. Kaset eo bet da benn gant ur bodad-labour euskarat anvet « Soziolinguistika Klusterra » (kluster a sokioyezhoniezh) hag enni zo bet studiet implij ar yezhoù er straedoù eus Euskal Herria a-bezh (Norzh ha Su, Nafarroa ivez).
Abaoe 1989 e vez kaset da benn hag ar 7vet hini eo homañ, bet graet e 2016 (embannet an disoc’hoù e miz Gouere 2017 nemetken).
Hervez an disochoù e ya àr-zigresk implij an euskareg er straedoù abaoe 2011. 13,2% eus an Euskariz a rae gant o yezh er straedoù e 2011 ha 12,6% a gendalc’h d’en ober e 2016.
Met gwashoc’h e oa an disoc’hoù e 1989 gant 10,8%. 76,4% eus an dud o vevañ en Euskadi a ra gant ar spagnoleg, 8,3% a ra gant ar galleg ha 2,7% gant yezhoù all. Hogen, disheñvel-tre emañ an traoù etre ar 7 proviñs. 31,1% eus an divizoù a zo en euskareg e straedoù Gipuzkoa (àr-zigresk), 8,8% e Biskaia (àr-zigresk), 6,7% e Nafarroa (àr-gresk), 4,6% en Araba (àr-gresk) ha 5,3% en Ipparalde.

E berrgomzoù e c’heller lâret : el lec’hioù m’emañ kreñv ar yezh e vez graet nebeutoc’h-nebeutañ ganti hag el lec’hioù kontet e-maez eus an euskaregva (Araba, kreiz ha su Nafarroa) e vez implijet muioc’h-mui yezh goshañ Europa.
Fabien Lécuyer

* http://www.mintzaira.fr/fr/outils/les-actualites/actualite/article/vieme-enquete-sociolinguistique.html

** Er proviñsoù-mañ e c’heller kavout familhoù a-enep ar skolioù dre soubidigezh  (evit abegoù a bep seurt) met m’eo an euskareg yezh nemeti ar familh bout ma oar galleg an holl dud !

*** http://www.soziolinguistika.eus/fr/node/6588 (mont en diaz evit kavout an droidigezh e galleg)