Ur film da dest

p.3 Soazig Danieloù

Soazig Danieloù

Film nevez Kalanna eo «Botoù-koad dre-dan». Reiñ a ra titouroù war ar gevredigezh 40 vloaz zo. Emgav gant Soazig Daniellou, ar sevenerez.

 

Ya ! : Petra a zo disheñvel etre tud yaouank ar bloavezhioù-se hag ar re a-vremañ ? 

Soazig Daniellou : « Botoù-koad dre-dan » a gont istor ur strolladig tud yaouank er bloavezhioù 70 tro-dro da vBrignogan, Kerlouan, Plougerne… E-giz kalzig a dud d’ar mare-se, e fell dezho cheñch ar bed. Evito e talvez ivez lakaat ar brezhoneg en-dro e-kreiz buhez ar vro. Evit-se e enebont ouzh rummad o zud o doa dibabet, int-i, er c’hontrol, lakaat ar yezh kozh a-gostez dre ma oa stag eus un istor a baourentez hag a zispriz sosial. Tamm-ha-tamm e komprenont ne vo ket posupl lakaat tud ar vro da cheñch o sell war ar brezhoneg. N’eus nemet an dazont a c’hell bezañ cheñchet… marteze. E fin ar film e weler Denez Abernod o tigeriñ dor ar skol Diwan kentañ, e Lambaol-Gwitalmeze. Ur vaouez war an oad, brezhonegerez anezhi moarvat, a laosk he mab-bihan gant ar skolaer yaouank. Fromus eo, giz un treuzkas dic’hortoz graet in extremis.

Abalamour d’an istor-se, istorig bihan un nebeud tud, ez eus c’hoazh brezhonegerien yaouank hiziv an deiz. Met, evel-just, ar bed a vevont ennañ a zo disheñvel-mat eus hini ar bloavezhioù 70. Daoust ha m’emañ an holl, pe dost, bremañ, a-du gant ar brezhoneg, n’eus ket mui ken a vuhez sokial naturel er yezh. Ar vuhez-se o do ar re yaouank da grouiñ ma fell dezho kenderc’hel da vrezhonegañ. Penaos ? Moarvat en ur grouiñ muioc’h-mui a rouedadoù a raio gant ar yezh hag o c‘hounit tamm-ha-tamm tachennoù foran nevez. Un hent bet digoret gant stourmerien ar bloavezhioù 70.

 

Ya ! : Perak eo en em gavet seurt « emsav » er vro Bagan ha n’eo ket e lec’h all ?

S.D. : Levezon ar relijion marteze. Kregiñ a ra ar film gant Jakez ar Born o lavarout eo bet kaset da 12 vloaz da gloerdi Pontekroaz « evit deskiñ ar vicher bezañ beleg ». Ha n’eo ket an hini nemetañ eus ar strollad a zo bet o studiañ eno. D’ar poent-se e oa frammet c’hoazh kevredigezh maezioù Bro-Leon gant an iliz a rae kalz war dro ar yaouankiz. A-viskoazh ez eus bet beleien troet gant ar brezhoneg ha lod d’ar poent-se a oa desachet ivez gant mennozhioù an tu kleiz. Levezon o deus bet war ar re yaouank e penn-kentañ.

Met un abeg pouezusañ a zo moarvat. N’emañ ket pell ar vro bagan eus Brest. Lod eus izili  Oaled ar Vro Bagan a oa studierien p’edo c’hoazh bev birvilh Mae 68 er skolioù-meur. Ingal e tistroent d’ar gêr e-pad an dibennoù-sizhun. Etre daou ved edont o vevañ neuze : bed brezhoneger ar maezioù ha bed modern ha yaouank kêr-Vrest. Alese o c’hoant lakaat e pleustr war an dachenn mennozhioù an dispac’h a oa kreñv d’ar poent-se e-touesk ar re yaouank.

 

Ya ! : Perak en deus degaset hemañ frouezh, pa weler lod all o tiwanañ hag o vervel ?

S.D. : D’am soñj ez eus bet un nebeud bloavezhioù etre 1975 ha 1977 a zo bet bloavezhioù iskis lec’h m’eo bet posupl ober traoù ne oant ket posupl a-raok ha ne vefent ket bet posupl war-lerc’h. A-wechoù eo a-bouez bezañ e lec’h mat d’ar mare mat. Hag aze e oant. Bev e oa c’hoazh ar bed brezhoneger tro-dro dezho ha gellet o deus ober un imboud evit ma ne varvfe ket penn-da-benn en dazont. Iskis eo al levezon a c’hell kaout un nebeud tud a-wechoù. Diskouezet o deus d’an holl e c’helle c’hoazh tud yaouank bevañ e brezhoneg en un doare naturel.

 

Ya ! : Petra ‘peus desket e-kerzh ar prantadoù filmañ-frammañ-se ?

S.D. : Ur bern traoù ne ouien ket. Da skouer e oa abalamour da walldaol Roc’h Tredudon ha d’an FLB e oa ar strollad en em lakaet da ober c’hoariva evit bezañ gwelet gwelloc’h gant tud ar vro a soñje dezho e oant terroristed. Dedennus eo gwelet chadenn an darvoudoù. Da gentañ ur c’helc’h keltiek savet gant ur person, goude un oaled, ur strollad c’hoariva, ur skol-vamm. Tremen a raer eus ar folkloraj d’un emsav politikel hag eus un emsav politikel d’un emsav sevenadurel padus. Dek vloaz e buhez tud yaouank a roio un eil vuhez d’ar brezhoneg. Sekañs kreiz ar film a blij din kalz. Gwelet a reer Nikol ar Vourc’h, Marivon Berthou ha Kristina Roudaut o c’hoarzhin en ur gontañ o istorioù karantez p’edont yaouank. Piv ‘n defe kredet e 1975 e oa posupl c’hoazh kouezhañ e karantez e brezhoneg ? Kalon ar film a zo aze hag istor ur rummad.

 

Ya ! : Petra a zo, er film-se, a vefe mat d’an dud sellet pizh a-benn prederiañ ?

S.D. :Me gav din e tiskouez mat ar film penaos ez eus ezhomm eus strolladoù tud o vevañ asambles evit derc’hel bev ur yezh.

Tamm-ha-tamm eo dre ar pleustradegoù c’hoariva eo en em lakaet  strollad Ar Vro Bagan da vevañ e brezhoneg… ha da soñjal treuzkas ar yezh d’o bugale, ur soñj n’o deus ket degemeret diouzhtu, ken foll e seblante bezañ.

Me ‘gav din eo a-bouez evit ar vrezhonegerien, hiziv an deiz ivez, krouiñ ur vuhez sokial en o yezh hag en em strollañ evit kas da benn, gant plijadur, raktresoù a bep seurt. Evel-se moarvat e c’hellint difraostañ tachennoù nevez ne c’hellomp ket ijinañ c’hoazh.

Petra eo ur yezh a-benn ar fin, nemet liammoù etre tud ? Kentel ar film, marteze…