Tro-dro d’ar c’hazetennoù
12/06 /17

Tro-dro d’ar c’hazetennoù

p.1 Tro-dro da Ya! 1

Warlene e oa bet pedet an dud da zont betek sal ar Sterenn, e Kastell-Nevez ar Faou, evit ober anaoudegezh gant skriverien Ya!, evit kaout ur respont d’o goulennoù. Plijet e oa bet an 20 perzhiad bennak. Setu diwanet ar mennozh adkas seurt intrudu war-raok, e Laz, en taol-mañ.

 

 

Follennoù paper a dalvez da liamm etre an dud. Ur wech ar bloaz eo a-bouez en em welet eo eskemm, ober anaoudegezh gant ar re all, ijinañ an dazont.Niverus eo ar goulennoù a vo da respont dezho er mizioù hag er bloavezhioù da zont. Penaos ober evit ma vefe muioc’h a vaouezed o skrivañ e Ya ! ? Peseurt diskoulm ijinañ evit ma vefe c’hoazh deus ar brezhoneg da vare ma vez muioc’h-mui a blas gant ar c’hazetennoù enlinenn ? Penaos kaout keleier eus kement korn a zo ?

Evit klask respont d’ar goulennoù-mañ, ha da reoù all c’hoazh, eo pedet an holl lennerien da zont betek Laz* d’ar sadorn  1añ a viz Gouere da  6eur.

 

 

Meur a vodad

Warlene e oa bet loc’het gant un emgav tro-dro da Ya !

Ar bloaz-mañ e vo oazet bodadoù tro-dro da Rouzig, da Louarnig, d’al levrioù. Evit Rouzig e vo digoret ur c’houlzad nevez. Abaoe nebeud e vez Angelina Beauvir oc’h ober war-dro ha skoazellet e vo evit ar brudañ er skolioù gant Géraldine Hary. Evit Louarnig e vo laouen Camille Argouarc’h da gaout ali lennerien yaouank. Abaoe un nebeud mizioù e labour Morgane ar C’hozh war an embann levrioù ha talvoudus e vo dezhi klevet alioù lennerien.

Goude e vo kinniget ur banne digor-kalon ha bez’ e c’hello an dud dont da weladenniñ stal Keit Vimp Bev ha chom gant o c’hoan e sal ar gumun, ma fell dezho.

 

 

* E sal ar gumun, e-kreiz ar vourc’h, Hentet e vo an dud.