Tostaat an natur ouzh Kêriz

p.11 Jardin(ou)Vert 1

Setu tost 4 bloaz m’emañ ar gevredigezh Jardins(ou)Verts o labourat e Kêr-Roazhon, evit ma vefe eus ul liorzh a-feson enni. Krouiñ en-dro al liamm etre kêriz hag an natur eo ar pal.

 

Paotr an natur eo Laurent Petremant. Gweledvaour a-vicher eo. Labourat a ra evit servijoù ti-kêr Roazhon. Un tammig a-raok 2010 en doa kroget gant ur vestroniezh war an endro, peadra da vont pelloc’h gant e vicher. Desket en doa doareoù padus d’ober war-dro an douar, evel al labour-douar-pad pe Permakultur da skouer. War un dro e teue emskiantek ar paotr e oa bet troc’het al liamm etre an dud hag an natur, a-drugarez da levrioù ‘zo evel hini François Terrasson “Peur de la Nature.” Mod-se e tivizas ober e seizh gwellañ evit krouiñ en-dro al liamm kollet-mañ.

 

 

Ganedigezh al liorzh

Kerkent hag e 2010 e voe krouet ar gevredigezh “Jardins(ou)Verts”, o kinnig darvoudoù a bep seurt, evel eskemmoù plant hag had. Dre forzh ober, e teuas a-benn ar gweledvaour da vodañ kalzig a amezeien tro-dro dezhañ. Tamm-ha-tamm  e save darempredoù gant kevredigezhioù all, e Roazhon pe e kêrioù all, evel re “Jardins partagés” pe “Incroyables Comestibles.” Betek ma vefe merzet e daolioù-kaer gant ti-kêr Roazhon. E 2013 e voe eus un emglev gant an ti-kêr evit ma kroufe ar gevredigezh ul liorzh a-feson e Gevred Roazhon, tost ouzh Park Landry, war un dachenn 1 400 m2.

 

 

Magañ, deskiñ, daremprediñ…

War an tamm tachenn fiziet er gevredigezh zo diwanet ur gwir liorzh, unan az a en-dro hervez teknikoù, pe skiant-poell, ar Permakultur. Graet eo evit ma c’hellfe an natur labourat hec’h-unan. A-wechoù eo an traoù ken simpl ha dastum an dour e penn uhelañ al liorzh, evit ma c’hellfe skuilhañ e-unan ennañ. Lodennet eo bet an tamm tachenn : ijinet eo bet ul lec’h degemer, ennañ peadra da renkañ dafar al liorzhourien pe c’hoazh da zegemer ar rotelerioù a vez bouetaet gant amezeien al liorzh. Un eil lodenn a dalvez d’ar “C’hoadeg-magañ.” 7 rummad a blantennoù a gaver er c’hoadeg-mañ etre ar gwez ken bras ha don o gwriziennoù betek an tokoù-touseg. Hag evel-just e kaver war an tamm tachenn al lodennoù boutinoc’h, evel lec’h an hadeg, liorzh al legumaj, met ivez ruskennoù, ur poull-dour… “Pep tra ‘zo bet ijinet evit ma ‘z afe mat en-dro pep lodenn gant ar re all, o tennañ gounid an eil re eus ar re all, hep kevezerezh ebet, met er c’hontrol evit m’en em vagfent kenetrezo” a resisa Laurent Petremant.

 

 

War-raok c’hoazh

Hiziv e kont ar gevredigezh un 70 ezel bennak, pa ‘zo sur kalz muioc’h a dud o tremen el liorzh ingal, paneve evit pourmen nemetken. En em vodañ a ra tud ar gevredigezh bep Sadorn vintin, el liorzh. Forzh piv a c’hell en em servij el liorzh. “Staliet zo bet panelloù evit displegañ penaos ha petra ober evit ma ne vefe ket moc’het al labour, memestra. Magañ, deskiñ, ha daremprediñ eo pal al liorzh” a resisa paotr ar gevredigezh.

Dindan bloaz zo bet roet ur sapre taol lañs d’al liorzh dre ma oa 2 zen e servij keodedel o vuheziñ anezhi a-hed ar sizhun. Ken zo deuet c’hoant d’ar gevredigezh mont pelloc’h war-zu an deskiñ hag an daremprediñ. Evit en ober ez eus bet savet ur c’henarc’hantaouiñ a-stroll war ar gensavenn Kengo. Asambles gant ar gevredigezh “Des Hommes et des Arbres” e c’hellfent sevel peadra da zegemer gwelloc’h an dud war an dachenn. “Ar pal vefe dont a-benn da ginnig atalieroù, stummadurioù, war poent-pe-boent eus ar permakultur.” a gloze Laurent Petremant.

 

www.jardinsouverts.wixsite.com/jardinsouverts

p.11 Liorzh Rannet