Radio Kerne : Berzh bemdez !

p.8 Kerne ar skipailh

Ya ! : Abaoe pevare e vez eus Radio Kerne ? Pevare eo en em gavet e Ploneiz ?

Lou : E 1994 e oa ur skipailh stourmerien o klask plantañ muioc’h a vrezhoneg ‘barzh France Bleu. Gwelet o deus e oa ur stourm en aner… Neuze o deus divizet krouiñ ur wir blas d’ar brezhoneg war ar vandenn FM ha neuze sevel ur radio kevredigezhel. 4 bloaz o deus labouret evit sevel an teuliad ha komañset eo ar skignañ e 1998.

 

Ya ! : Pet eurvezh a vez krouet bep sizhun ?

Morgan : Da nebeutañ e vez produet 20 eurvezh a abadennoù fresk bep sizhun, gant an div abadenn prime-time, « Tarzh an Deiz » etre 7e30 ha 9e ha « Re Bell Ganti » etre 4e30 ha 6e, an abadenn reportaj « An Divskouarn o Nijal », an abadenn evit ar re yaouank, « Deomp dezhi », ar « Blind test », hag an abadennoù sonerezh a-youl vat. Eskemm a reomp ivez abadennoù gant ar radioioù all, Arvorig FM, RKB ha RBG. Gant an holl abadennoù-mañ e skignomp tost 40 eurvezh a abadennoù e brezhoneg penn da benn bep sizhun. Hag an niver-mañ a gresk buan a-walc’h pa savomp abadennoù sonerezh ouzhpenn, abadennoù war-eeun deus ar festivalioù pe reoù gouestlet d’un tem keleierel, krogadoù mell-droad, hag all.

 

Ya ! : Ha diehan e vez skignet, ha pa vefe kreiz an noz ?

Morgan : Skignañ a reomp diehan, met n’emaomp ket war al lec’h diehan. E-kerzh an noz e skignomp sonerezh dibabet gant Gael Helary, a zo programmatour er radio, hag an abadennoù skignet d’ar mare-se zo rakenrollet ha skignet gant ar meziant skignañ.

 

Ya ! : Penaos e vez savet ar play-list ha penaos ez a en-dro ?

Gael : Dibab a ran un tammig dre an traoù a welan war internet pe o lenn kazetennoù ispisializet, kaset e vez posteloù din gant al labeloù evit kinnig sonerezh.

Kemer a ra amzer. ‘Benn ar fin e implijan an amzer-se pa eo echu al labour all m ‘eus d’ober er radio, ne c’hellan ket selaou tout ar pezh zo produet evel-just ha klasket e vez kinnig d’an dud sonerezh Breizh nevez hag ivez sonerezh kentoc’h “indie” evit ar pezh a denn eus ar Rock hag an Elektro.

p.8 Kerne Gael

 

Ya ! : Perak kaout un teknisian karget eus ar sonerezh?

Lou : ADN Radio Kerne eo an dra-se abaoe ar penn kentañ : komzoù e brezhoneg hag ur programm sonerezh dibar. Abalamour da se hon eus gouestlet ur post d’an teknik ha d’ar sonerezh. Evit kaout ur c’halite skignañ a-live gant ar radioioù bras e galleg hag ur programmadur sonerezh gouest da zesachañ nann-vrezhonegerien.

 

Ya ! : Pet a dud a zo o selaou Radio-Kerne ?

Lou : War an FM : evit ar wech kentañ hon eus goulennet ur sontadeg gant Mediametrie, hag an disoc’h a zo pozitivel-tre. 50 000 den zo o selaou ingal Radio Kerne war an FM. Ne oamp ket o c’hortoz un disoc’h ken brav ! Broudet omp gant ar sontadeg-mañ da zerc’hel gant an hent hon eus dibabet. Brezhoneg penn da benn ha sonerezh a-vremañ.

Morgan : N’hon eus ket c’hoazh ar sifroù resis da geñver an dud a selaou dre ar streaming met sifroù pizh hon eus evit ar podkastoù, an abadennoù a lakaomp en linenn evit ma vefemp selaouet en-dro ha pellgarget. E 2016, hon eus bet 95 759 pellgargadenn. Dre geitad e vez pellgarget pep abadenn 280 gwech. Met evel-just ez eus abadennoù a blij muioc’h d’an dud, « An Divskouarn o Nijal », « Selaou selloù », hon abadenn lennegezh a-dammoù pe c’hoazh ar gronikenn « Petra zo ‘barzh da sac’h ? ».

 

Ya ! : Gant piv e c’hoarvez deoc’h kenlabourat alies ?

Lou : Evel kazetennerien omp en darempred gant ar Vreizhiz dre vras. An dud a ra an aktu sokial, ekonomikel, sevenadurel, e bedig bed ar brezhoneg hag ivez er-maez. Kenlabourat a reomp gant Dizale ha Strollad Piba evit ar fiksionoù radiofonik. Daou zo bet graet betek bremañ, hag emaomp en soñj krouiñ un doare foñs radiofonek e brezhoneg hag a ra diouer betek bremañ.

 

Ya ! : Petra eo ar raktresoù bras a zo war ar stern ?

Lou : Pakout ur frekañsenn RNT (radio niverel douarel) en Naoned ! Ma teuomp a-benn da staliañ ur media hollvrezhonek e kêr duked Breizh e vo un araokadenn istorel. Emichañs e vo emsav ar brezhoneg a-dreñv deomp holl.

 

Ya ! : Pehini eo an abadenn he deus plijet deoc’h ar muiañ ?

Morgan : Er mare-mañ e plij kalz deomp sevel ar blind-test. Un abadenn un hantereurvezh eo, a vod tro d’an daol skipailh Radio Kerne ha tud diavaez a-wechoù. Unan ac’hanomp ‘neus prientet ur seurt kwiz diwar-benn un tem a c’hell bezañ forzh pe hini, sonerezh iwerzhonat, ar yezhoù, ar binviji divoutin… ha pep hini a glask kavout ar respontoù ar buanañ posupl. Ur prantad plijus eo evit ar skipailh hag e-mod-se e c’hellomp kinnig un abadenn skañv a-walc’h, fentus, gant ul live brezhoneg aes da gompren zoken evit ar re o kregiñ gant ar brezhoneg.

 

Ya ! : Petra a ra unan yaouank e framm ur servij sivik ?

Metig : Ar memes tra hag ar re all nemet gant nebeutoc’h a eurvezhioù hag a garg. Atersiñ tud ha frammañ an abadennoù war-lerc’h. Ober a ran war-dro « An divskouarn o nijal » (an abadenn hirañ) ha « Tarzh an deiz » (abadenn ar mintin). Enrollañ ha frammañ a ran 4 abadenn. Prientiñ a ran anezho asambles gant Benjamin.

 

Ya ! : Perak n’eus nemet ur paotr en ur skipailh merc’hed ?

Lou : 1/ daou baotr zo hed a-hed an amzer ha muioc’h c’hoazh pa vez paotred e servijoù sivik.

2/ Ha savet e vez ar goulenn kontrol d’an aozadurioù gant plac’h ebet pe unan hepken e-touesk ur skipailh paotred evel Dizale pe Arvorig FM da skouer ?

 

Ya ! : Penaos ez a ar skipailh en-dro ? Emvodoù a zo ?

Morgan : Emvodiñ a reomp bemdez pe bep daou zevezh. An emvod pouezusañ a reomp d’al Lun. Divizout a reomp piv a raio peseurt sujed, eskemm a reomp war raktresoù pep hini, jediñ a reomp ivez evit peseurt devezh hor bo ezhomm eus sujedoù ouzhpenn. Komz a reomp ivez deus mont-en-dro ar radio, menaj, vakañsoù, kinnigoù, hag all.

 

Ya ! : Penaos e vez kenlabouret gant radioioù all, resis ?

Lou : Eskemmet e vez abadennoù ha kenproduet e vez darn deus abadennoù an hañv pa vez staliet ar studio e kreizig kreiz gouelioù ar vro.

 

Ya ! : Pet den ar bloaz a vez klevet e vouezh war Kerne, dre vras ?

Lou : Lakaomp 500 den disheñvel zo bet klevet warlene.

 

Ya ! : Betek pelec’h e vez klevet  ?

Lou : Deus Bro-Leon da dorioù An Oriant war an FM, ha pep lec’h er bed dre ar web !

 

Ya ! : Pegeit amzer a lakaer evit bezañ un animatour mat ?

Lou : Opala, diaes respont d’ar goulenn-mañ, darn a ra studioù evit se, darn a zesk war ar bern. Pezh a zo sur eo unan eus diaesañ micherioù ar mediaoù, ne c’hell ket n’eus forzh piv dont a-benn vat dionti. Hag a-wezhoù e tizoloer se ur wezh lañset dija war ar post labour.

 

Ya ! : Ouzh petra a ranker bezañ war evezh evit se ?

Lou : Chom hep disoñjal ez eus tud o selaou eo an ali pennañ a rofen. Mod all zo ur bern trukoù bihan ha ne vo ket roet deoc’h ken aes… !

 

Ya ! : Pegeit en avañs e vez gouezet petra a vo skignet ?

Morgan : N’eus reolenn ebet, sujedoù zo a zo raktreset mizioù en avañs peogwir hon eus lakaet emgav gant an den aterset kalz en a-raok met peurliesañ e ouzomp deus petra hon eus c’hoant kaozeal un devezh pe zaou en a-raok evit ar sujedoù liammet gant keleier ar vro, hag ur sizhun a-raok evit ar sujedoù sevenadurel.

 

Ya ! : Penaos e vez dibabet ar rubrikennoù, o anv, an danvez enno ?

Lou : Da gentañ zo redioù da geñver ar CSA, n’haller ket laret forzh petra hag hon eus ur mision a gelaouiñ lec’hel evel ar 700 radio “A” (kevredigezhel) a zo e Bro-C’hall. War-lerc’h e vez dibabet a-stroll gant ar skipailh diwar-benn petra hon eus c’hoant da gomz ha graet ivez hervez an niver a dud o labourat d’an empoent. Dibab anv un abadenn zo diaes-tre, ober a reomp doareoù “brainstorming” betek kavout an ide gwellañ.