Micherelaat ha liesaat ar gwerzhañ eeun

p.11 Fourmis Solidaires chenchetE 2013 e oa bet krouet an embregerezh “Les Fourmis Solidaires.” evit eeunat ha liesaat an darempredoù etre ar broduerien hag ar vevezerien e korn-bro Sant Maloù.

 

 

E-pad pell en deus labouret Olivier Cruz evit embregerezhioù ar gounezvouederezh, sterniad ma oa-eñ enno. Gant an amzer eo aet e breder war gemm, hag aet skuizh gant e labour. Fellout a rae dezhañ mont kentoc’h war-zu ar gwerzhañ eeun. Ha setu krouet gant ar paotr e embregerezh, “Les Fourmis Solidaires,” e  2013. “Buanoc’h ez a an traoù gant un embregerezh eget gant an doareoù kevredigezhel” a zispleg ar paotr.

 

 

Redi ebet !

Ar broduerien eo a zo pratikoù “Les Fourmis Solidaires.” Kinnig a ra an embregerezh ul lec’hienn dezho, lec’h ma embannont ar produioù da vezañ gwerzhet ganto – “E 2013 e oa bet kroget gant 10 produer, pa reomp hiziv gant tost un 60 bennak…” a resisa Olivier Cruz. Gant ar broduerien o-unan e vez lakaet priz pep produ. Hervez ur c’hevraouiñ a zo etre ar produer hag an embregerezh, e ro pep produer un dregantad eus an arc’hant gounezet gantañ d’ar “Fourmis Solidaires.”

War al lec’hienn ez a Yann vBevezer ha leuniañ a ra e baner ‘giz ma fell dezhañ. N’eus redi ebet, nag a-fed produioù, nag a-fed prenañ bep sizhun. “Memes mod, gant ar Fourmis Solidaires n’en deus ket Yann vBevezer da emezellañ” eme ar paotr. Ne eskemmer tamm gwenneg ebet dre al lec’hienn. Goude bezañ urzh-prenet o froduioù, e vez pedet ar vevezerien da vont da gerc’hat ha da baeañ anezho e unan eus ar 4 lec’h-eskemm a zo. Digor int daou zevezh bep sizhun.

 

 

Hir an hent

Goude un nebeud bloavezhioù, eo bet urzh-prenet traoù gant 1000 familh bennak, darparzhet 15 000 karchedig. Hervez ar geidenn e talvez pep paner da 50€ dre vras. “Hag ouzpenn un hanter eus ar produioù a zo Bio, pa ‘z eus 100 % anezho o tont eus produerien bihan ha lec’hel !”

Koulskoude e chom diaes an traoù. Goude 4 bloaz ne c’hounez ket ar paotr kalz muioc’h eget ar SMIC, pa labour muioc’h eget 35eurvezh ar sizhun. Gouzañv a ra an embregerezhig ouzh kevezerezh ar gourmarc’hadoù bras…  Abaoe penn-kentañ 2017, ha goude an holl gudennoù ‘zo bet tro-dro da briz ar c’hig-mor, hini al laezh, e verz ne gresk ket ken marc’hadig ar “Fourmis Solidaires…” “A-wechoù eo trawalc’h ouzhpennañ fotoioù produerien evit touellañ ar vevezerien” a embann Olivier Cruz.

“Hir eo an hent c’hoazh a-raok ma teufe emskiantek an holl vevezerien… N’em eus ket roet lañs d’ar Fourmis Solidaires evit gounit arc’hant. Lipousoc’h oa ar soubenn gant ma micher kozh, met un afer tro-spered eo !” a gloz Olivier Cruz.

Ouzhpenn ober war-dro ar Fourmis, emañ ar paotr o paouez dont da vezañ produer ivez, o krouiñ MaloRhum…

 

http://www.les-fourmis-solidaires.fr/