Festaerien Breizh e Skaer
19/06 /17

Festaerien Breizh e Skaer

p.5 Cavalcade Skaer 1

E Skaer e vez lidet karnaval brasañ Breizh, bep daou vloaz, da vare an Pantekost, un darvoud istorel evit tud ar vro. Ar 66vet a oa ar bloaz-mañ.

 

 

Abaoe fin miz Genver o deus kroget da fardañ o c’harroñs ha deuet eo an devezh bras. Dirak “o” ostaleri, “Chez Pat”, emañ Nicolas – eus an Erge Vras – hag Olivier – bet ganet e Skaer, o chom e Skaer, bet lusket gant ar Cavalcade abaoe ma oa e kof e vamm – o c’hortoz o mignoned, tud eus Skaer, ha zoken aet kuit pell betek Naoned da heul o labour – bodet holl er gevredigezh “La Piratt Itude”. Daou vloaz zo o doa bet ar priz kentañ gant “Jetons, dés calès, cà dés-boules” , war an 22 karr, hiroc’h eget 10 metr. Ar bloaz-mañ e kinnigont unan all troet war ar sinema, bet fardet e loch tad Pat Evit se e vez anvet o oberenn ganto “Le char de la zone”. “War-dro 100 den a vo warnañ, 1/3 a dud gour, 2/3 a vugale” a resisa Nicolas. Mignoned int holl, paeet ganto o skodenn – 60€ – ha roet dezho, en eskemm, an danvez – ruz, gwenn ha du ar bloaz-mañ – evit ma fardfent o gwiskamant evel ma fell dezho.

 

 

Prizioù

War ar c’harr e vo ivez Olivier, daoust dezhañ bezañ en ur skipailh all a-raok. Daou vloaz zo e oa war ur c’harr gouestlet d’ar mor – “Dans le fond, on s’l’est caille” – a gendalc’h ar bloaz-mañ, memestra gant un tem all, « Made Max, le skerozenn s’enflamme ». Ne c’hellont nemet ober falloc’h eget ar wech diwezhañ. “Klask a raimp, memestra, bezañ en Top 5” a-raok resisaat, an eil hag egile, eo ar c’hemer perzh ar pouezusañ. Ne vez prizioù nemet evit ar c’hirri, hervez ar gwiskamantoù, an aergelc’h, ar publik. “An holl o deus paeet o añtre a c’hell votiñ.” a zispleg Ollivier.

Estreget kirri e c’hell an dud arvestiñ ouzh strolladoù, nebeutoc’h eget 10 metr hed, ha selaou fanfarioù evel La Tchoutchouka hag he aergelc’h an trovanoù, pe “Les Latinos” gant o sonerezh rock-ska-latino. Plijadur da welet ha da glevet.

 

 

Aes ha diaes

Plijet eo bet Pierre-Yves Fiche, an aozer meur gant al live tizhet gant ar farderien kirri, hag ivez gant kêriadenn ar “Cavalcade” met diaes eo bet merañ ar steuñv Vigipirate zo bet rediet da lakaat e plas. Ouzhpenn-se, ma ‘z eo bet brav-tre an amzer d’ar sul, o deus ranket echuiñ abretoc’h d’al lun, ken divalav e oa deuet an amzer.

Deuet eo bremañ mare an diframmañ hag an diveskañ, a-raok ma vo gouel, eizhteiz goude, gant skipailh a-bezh an aozerien.

 

p.5 Cavalcade Skaer 3