Emvod Meur KVB : Alioù dedennus
26/06 /17

Emvod Meur KVB : Alioù dedennus

p.3 KVB

Raktresoù niverus a zo gant Keit Vimp Bev met n’ouzer morse ha talvoudus int. Evit se eo pouezus kaout ali ar muiañ a dud.

 

Ha dav eo reiñ lañs d’ur gazetenn niverel bemdeziek ? Kinnig ur c’houmanant dic’hortoz da Ya ! evit an 350 koumananter nevez a zo en em gavet e fin 2016 ? Digeriñ Louarnig war-zu yezhoù all evel ar c’hembraeg ? Diorren Rouzig hag al lenn e brezhoneg evit ar re yaouankañ ? Krouiñ ur saloñs al levrioù e 2018 ? N’eo ket goulennoù dister. Hervez ar respontoù e vo dav lakaat energiezh, amzer, tud, arc’hant… Ledanaat kelc’h an dud goulennataet eo an doare efedusañ d’ober, a-benn kaout ur chañs da chom hep ober fazioù.
Evit se eo pouezus gwelet ha klevet kalz a dud o reiñ o soñj, o termeniñ asambles penaos e c’hello ar benveg anvet Keit Vimp Bev bezañ an efedusañ e-kerzh ar bloavezhioù o tont. Pedet e vez an holl dud dedennet d’en em gavout e sal ar gumun, d’ar sadorn 1/7 da 6 eur. Ur banne digor-kalon a vo da heul ha bez’ e c’hello nep a gar chom gant e goan goude c’hoazh.

 

p.3 logo-KVBEmvod Meur
Keit Vimp Bev
D’ar Sadorn 1/7
da 6e e Laz
(e sal ar gumun)

We boarded the gondola, which https://essay4today.com was a glorified cable car