Echu al lodenn gentañ
26/06 /17

Echu al lodenn gentañ

Prederiet eo ar BCD gant ar glad dizanvezel ha savet ganto eskemmoù war ar vro COB evit gouzout petra a ya d’ober ar glad-se evit tud kreiz Breizh.

 

 

Da gentañ e oa 5 ezel. Goude zo bet aozet 6 emvod dre ar vro, pedet ma oa bet, dre vras 450 den ha deuet 130 den da gemer perzh. Alies eo ar memes temoù a zeue war wel, ar yezh, ar boued, an emgavioù sokial… Da vare ar renta-kont hollek, e Karaez, zo bet kavet izili nevez da asantiñ ober ur pennad hent evit mont pelloc’h, Aozerien Nevezamzer ar C’hastell-Nevez, Dañs-tro, Ekomirdi ar Menez Are…  Loc’het e vo bremañ gant un eil lodenn a bado betek miz Gwengolo 2018, he fal kenderc’hel gant kejañ ouzh an dud en ur vont pelloc’h, termeniñ ar mod ma c’hellfe bezañ savetaet ha legadet doare pe zoare-ober. Goude c’hoazh e vo un trede mare evit talvoudekaat ar pezh a vo bet kavet, evit termeniñ penaos saveteiñ ar pezh a ya d’ober ar glad-se. Ledan eo an dachenn – 5 kumuniezh kumunioù, 81 kumun – ha n’eo ket anat c’hoazh e lakfe an holl ar memes elfennoù dindan an tog a “glad dizanvezel.”

 
Sell ‘ta
Kizidikaat ar re yaouank 6-20 vloaz d’ar mennozh-se a vez graet ivez. Evito e oa bet aozet ur genstrivadeg, “Sell ‘ ta”. 18 strollad o deus kaset o oberoù, peadra da lakaat  Charles Quimbert laouen gant ar genstrivadeg, o resisaat e vo dalc’het en-dro ‘benn bloaz, gant ar memes prezidant.Hemañ, Kristian Rivoalen, en deus kroget gant reiñ ur priz ispisial da animatourezed CLAJ Karaez evit o ferzh, un doare da drugarekaat an holl animatourien TAP o deus kemeret harp war ar genstrivadeg evit kas da benn o atalieroù. Gant skol Sant Erwan Groñwel eo aet priz ar re 6-11 vloaz. Evit ar re 12-15 vloaz n’o deus ket gallet izili ar juri en em gavout war un anv. Daou strollad a zo bet lakaat rampo, ar sonerien Soig ha Gwendal ha dañsourezed yaouank kelc’h keltiek Karaez, bet sikouret gant Gilles Bleuze evit sevel ha frammañ o film.

p.3 Sell 'ta