Breizh, bro an eoulioù
12/06 /17

Breizh, bro an eoulioù

p.11 Eoul Breizh 1

Foetet en deus Jean-Patrick Didier a-raok en em staliañ e Gwiklan, da labourat dour evit gounit plant a-raok ober eoulioù outo.

 

 

A-orin eus Bro Loren eo Jean-Patrick Didier, tapet gantañ diplomoù war ar biogimiezh hag ar biologiezh, aet da labourat war-zu kreiz Bro-C’hall, er Beauce, a-raok mont betek ar Stadoù-Unanet.

Betek ma teuas c’hoant dezhañ distreiñ d’e vro, heuliañ e wreg hag en em gavout e Gwiklann e 2010.

Eno, war 5000m², e kustum gounid plant klasel evel bent, lore, tilh… Mont a ra ivez war bord ar mor da zastum peadra da fardañ dourennoù all, hag a-wechoù ivez betek Menez Are evit eostiñ danvez, sapin, sekoia, eucalyptus, sedr…

En holl e kustum produiñ ur 15 seurt bennak, evit un dek litr bennak ar bloaz. “Er penn kentañ ne raen nemet gant plant eus bord ar mor met gant an amzer em eus ranket mont ivez war plant klasel evel ar bent hag al lore.” emezañ.

 

 

Mestr war e brodu

Dastum a ra an danvez, diveskañ anezhañ, lakaat anezhañ da broduiñ un dourenn – 500 litr bent fresk evit produiñ 300 ml dourenn da skouer, pe 500 litr lore evit kaout 200-250 ml dourenn lore – ha gwerzhañ.

War ar saloñsoù – 10 bennak a-hed ar bloaz – e werzh met ivez en e stal, e-pad an hañv goude m’o dije bet tro ar weladennerien da sellet a-dost ouzh e labour produiñ. “Ne werzhan ket kalz c’hoazh war ar rouedad met en dazont tost e vo gwellaet al lec’hienn evit ma vefe dedennusoc’h d’an dud dont e draempred ganin evel-se.” a resisa-eñ. Evit ar poent n’eus nemet 4-5 den oc’h ober eveltañ e Breizh.

Abaoe 10 vloaz m’eo staliet e wel e gementadoù o kreskiñ, ar skiant-prenet o tont.

Bep an amzer e ra taolioù esae gant seurtoù plant all. Evitañ eo Breizh un takad dispar evit ar produiñ se rak plant zo, evel ar bent pe ar camomille o deus ezhomm da gaout dour. Pa vez reoù all, an tin pe al lavand, o deus ezhomm kaout heol. “Dre vras eo dedennus an hini. Dont a ra a-benn d’en em dennañ. Pa vez glav eo dav din c’hwennañ alies evit na greskfe ket re al louzeier. Ha setu…” Ne chom nemet… Kaout amzer vrav da vare an eostiñ, hep ma vefe glav rak gwalc’het e vefe an delioù ha tennet diganto o ferzhioù dourennek.

 

 

Jean-Patrick Didier ;

02 98 67 19 46

bienvenue@naturacelt.com

 www.NaturaCelt.com