Tangi Thomin
26/06 /17

Tangi Thomin

p.12 Tangi Thomin 1Tangi, penaos e oac’h deuet da vezañ prezidant Kann al Loar ?

Prezidant Kann al Loar on abaoe 2012. Ar bloavezh-se e oa tremenet fall ar gouel, cheñchamantoù bras ‘oa bet divizet gant ar c’huzul-merañ e 2011 ha n’eo ket bet efedus ar choazoù graet gantañ. Kollet ‘oa bet kalz arc’hant, ouzhpenn da-se ‘oa bet fall an amzer. Pa oa erru poent ober ar bilañs o doa divizet izili ar burev kuitaat ar gevredigezh ha savet ‘oa bet ganeomp ur strolladig evit adsevel ur raktres nevez hag a c’hellfe saveteiñ ar festival. Goude ‘oa deuet poent an emvod-meur ha dav ‘oa bet deomp lakaat unan e penn ar stal… Setu penaos eo c’hoarvezet an traoù, ne oa nag ur pal nag un dra raktreset.

 

 

Petra zo d’ober er post-se ?

Ur post labourus a-hed ar bloaz eo. A bep seurt a vez d’ober ha dreist-holl bezañ sur e vez graet pep tra gant an holl dud e-karg. Ur bern strolladoù-labour a vez er gevredigezh, gant tud e penn, ha dav eo gwiriekaat e ya mat ganto pep tra. Pa vez kudenn pe gudenn eo dav dirouestlañ anezhi. Ma vez prientet mat pep tra e rank bezañ sioulik ar festival evit ar prezidant, ma vez prientet fall avat, aze e vez start an traoù.

 

 

Perak eo troet kement-se war ar brezhoneg ha sevenadur Breizh ?

E 1987 eo bet savet ar Festival gant ur strollad tud bet er Bleun-Brug, c’hoant ganto kenderc’hel gant ar memes spered. C’hoant o doa kaout ur festival e-lec’h ma vez roet plas d’ar yezh, ha da arzourien ar vro a glask lakaat an traoù da vont war-raok.

Abaoe eo chomet ganeomp ar spered-se. Kinnig abadennoù e brezhoneg, pe war danvez Breizh, krouidigezhioù, strolladoù nevez-savet a vez bep bloaz ingal abaoe ar bloavezh kentañ.

 

 

A-bouez eo deoc’h bezañ etre div vro, Bro-Leon ha Bro-Gerne, etre sevenadurioù disheñvel ?

Landerne a zo e Leon hag e Kerne. Ar festival ivez, hervez an ezhommoù ez eo bet aozet an abadennoù pe e Leon pe e Kerne. Abaoe un toullad bloavezhioù avat e vezomp kentoc’h e Bro-Leon, war ar c’haeoù.

Difenn a reomp kalzik identelezh Bro-Leon gant dilennadeg Rouanez Festival Bro-Leon, gant kenstrivadegoù sonerien daou-ha-daou, gant kenstrivadegoù Dañs Kef pe Gavotenn Goueled-Leon pe c’hoazh ar c’hoñkour daouad libr. Hemañ avat a zo ivez digor da vuzik Plougastell ha da hini Kernevodez e Bro-Gerne, ur vro dispriziet a-walc’h met unaan a zeu en-dro diouzh ar c’hiz. Gellout a reomp neuze lavaret emaomp gant un troad e Leon hag un all e Kerne, met kentoc’h troet war Bro-Leon avat.

 

 

Alies e kaver tud war an oad e seurt postoù, perak unan yaouank ha petra a zegas ?

Kavet ‘vez prezidanted yaouank a-walc’h e gouelioù hag e aozadurioù all ! Din-me, bezañ e penn un aozadur evel Kann al Loar – Festival Bro-Leon n’eo ket afer bezañ yaouank pe gozh, paotr pe blac’h, Leonad pe Gernevad met kentoc’h un afer a c’hoant. N’omp ket un embregerezh. A-youl vat on, evel tud ar skipailh. Dav deomp kavout da bep hini ar plas a zerefe ar gwellañ dezhañ.

Ar re gozh a zegas o skiant-prenet, amzer o deus ivez. Ar re yaouank a zegas ar youl, mennozhioù nevez, hag an amzer evit ar re o deus…

 

 

E derou an hañv e vez dalc’het ar gouel, pa ne vez ket an holl douristed er vro. Ur gudenn eo ? 

Ur choaz eo bet lakaat ar gouel e penn-kentañ an hañv. Fellout a ra deomp bezañ AR gouel a zigor an hañv. Evel-just e vefe kalz muioc’h a douristed un tamm diwezhatoc’h, met beuzet e vefemp ivez gant gouelioù all rak stank-tre eo ar c’hinnigoù goude-se.

 

 

Penaos e welit dazont Kann al Loar, 30 vloaz goude ma vefe bet loc’het ganti ? 

Evel ger-stur Landerne eo, Dalc’h mat – Dalc’h Soñj. Derc’hel a reomp da vont gant an hent boulc’het 30 vloaz zo, ha pa glasker plantañ taolioù fall deomp. Derc’hel a reomp ivez soñj eus ar re o deus sikouret ac’hanomp hag ar re hon eus sikouret ivez, un toullad arzourien vrudet bremañ e-mesk ar re-se.

Evit an dazont avat e vo evel ma rank bezañ, n’omp kazimant nemet tud a-youl vat  ha ma vezomp laosket da genderc’hel e vo c’hoazh deus Kann al Loar warc’hoazh. Ma vezomp lakaet re ziaes ne vo ket ken, evel-se emañ an traoù hiriv an deiz e Breizh.  Evel evit kalz traoù all eo ur stourm evit dont a-benn da sevel gouelioù hag e-touez an abegoù ez eus an nebeud a vediaoù a ra plas d’an arzourien a vez kinniget ganeomp.

 

 

Pehini eo al liv a blij deoc’h ar muiañ ha perak ?

Al livioù a ya daou-ha-daou alies evidon. Neuze e vefe da gentañ gwenn-ha-du… Met n’int ket livioù sañset, neuze e vefe livioù Landerne, e ardamezouriezh e vefe lavaret glazur (glaz) hag aour (melen kwa). Al livioù a vez gwisket ganeomp war jiletenn ha gouriz Bagad Bro Landerne int.Ma vefe ul liv hepken e vefe ar ruz evel liv roched skipailh rugbi Bro-Gembre !

 

 

Peseurt lec’h ho pije c’hoant da reiñ da anavezout d’ar re all ?

Pont Landerne, lec’h buhezekañ Landerne emichañs. Un ijinadenn deus ar re c’haerañ eo al lec’h-se !

 

 

Ha peseurt arzour ?

Ar re a bedomp bep bloaz e Kann al Loar, setu pal ar gouel. Kalz anezho a vez bihan o brud met bras o c’halite. Goude un nebeud bloavezhioù e vez kinniget gant mignoned pediñ arzour-mañ-arzour ha ni da lavaret dezho int bet pedet dija daou pe dri bloaz zo dija…

 

 

Peseurt sonerezh a blij deoc’h ?

A bep seurt, traoù a Vreizh evel-just, met ivez strolladoù a Vro-Gebek pe eus kreiz-Frañs. Sonerezh hengounel a-vremañ, sonerezh festoù-noz, met ivez traoù diroll. Selaou a ran kalz ar pezh a ra ar bagadoù e rummad kentañ, war internet.

 

 

Peseurt bro ho pije c’hoant da weladenniñ ?

Bro-Island evit gwelet penaos e c’hell treiñ an traoù war un enezenn ken bihan. An tisavouriezh, ar sportoù hengounel, ar menezioù-tan evel an Eyjafjallajökull, pe c’hoazh ar boued !

 

 

Peseurt kalite a blij deoc’h ar muiañ en un den ?

Ar youl da sevel traoù evit an dud. Pa weler ar startijenn a vez lakaet gant politikourien evit distrujañ traoù pe evit lorc’henniñ war ar pezh o deus graet, e kavan brav gwelet lod a-wechoù ganto ar c’hoant da glask sevel traoù evit mad an holl.

 

 

Peseurt meuz a rit p’en em lakait da geginañ ?

Hopala, er gêr e vezan alies o keginañ, laoskel a ran ar gwastilli hag an tartezennoù d’ar re all. Ar c’houskous a blij din fardañ, hini va mamm eo an hini gwellañ evel-just. Un deiz bennak e vo dav din ober Kig-ha-Fars ivez, ne dle ket bezañ gwall zisheñvel, hini va zad eo an hini gwellañ an taol-mañ.

 

 

Peseurt micher ho pije bet c’hoant d’ober ha n’ho peus ket graet ?

Paotr an tan ! ‘Gav din e vefe bet ur vuhez all da vat evidon, met pa oan yaouank e oan tik gant an otoioù ruz, pignat ouzh skeul kreizenn ar bomperien, mont da atersiñ anezho. Marteze ‘m eus cheñchet mennozh goude bezañ bet oc’h añduriñ sellet ouzh kasedig VHS Sam Tân kinniget gant Mari Gwylim e kembraeg penn-da-benn. Bemdez goude fin ar skol e oa ret sellet an tresadennoù-bev gant va breur, betek re e oa bet sellet ganeomp, ‘gav din.

 

 

Dirak petra e vezit bamet ?

En un doare negativel e lavarfen dirak sotoni Trump, hag ivez an dud a vez atav o prenañ traoù didalvez (diouzh ar Sul e stalioù divent evel-just).

En un doare pozitivel e lavarfen gant an dud a lak an traoù da vont war-raok atav, memes pa vez diaes spontus evito, divroidi, tud ampechet, stourmerien, tud kalonek a vez kavet war an tamm douar patatez-mañ, memestra !

 

 

Petra eo ar c’hrennlavar a blij deoc’h ar muiañ tout ?

Mat ha buan n’int ket unan. Implijet ‘vez forzhik ganin er skol met talvezout a ra kalz en diavaez ivez !

 

 

C’hoant ho pije da gas ul lizher klemm d’un den resis. Da biv e kasfec’h anezhañ ha perak ‘ta ?

D’ar bolitikourien vrein a lak o buhez hag o brud da dremen a-raok mad an holl.

 

 

Pehini eo ar  gentel bouezusañ da reiñ d’ar vugale yaouank, hiziv an deiz ?

Bevañ asambles daoust d’ar feulster a vez tro-dro deomp. N’eo ket un dra aes met kalz aesoc’h e vefe an traoù evit an holl hep feulster. A-bouez eo diskouez d’ar vugale eo ret bezañ digor war ar re all.

 

 

Petra a zo, er bed tro-dro deoc’h, ha ne gomprenit ket hag ho pije c’hoant e vefe displeget deoc’h ?

An abadennoù tele brein a vez war chadennoù brein, ha perak n’omp ket gouest da gaout un tele e yezh ar vro evel e Bro-Gembre.

 

 

Da beseurt goulenn ho pije c’hoant da respont “Ya !” ?

Labouret ho peus kalet e-pad ar bloavezh evit prientiñ Kann al Loar – Festival Bro-Leon gant ur skipailh beuz, ha prest e vezo pep tra evit digoradur diouzh an 13 a viz Gouere ?