Ti an Dour

p.11 Kafe kengred

E Kemper, straed Jean Jaurès, nepell eus Ti ar Vro, zo bet digoret nevez zo ur stal disheñvel –  “Ti an Dour” a vez skrivet war ar rakstal – ur c’hafedi kengred kaset da benn gant ar Secours Catholique.

 

 

E-pad pell eo bet  an aozadur kengred-mañ perc’henn war ur savadur, straed Gouemelen. Met taget e oa ar c’hoad gant kleñved ar merul, ha ranket gwerzhañ. E derou ar bloaz e tivizent boulc’hañ gant hentoù nevez. Hag int o klask feurmiñ ur stal nepell eus kreiz-kêr evit ma c’hellfent digeriñ eno ur c’hafedi digor d’an holl, un ostilh evit broudañ d’an eskemm etre tud lakaet diaes gant ar vuhez hag ar re all. Degemeret e vez an holl, eta, dalc’het ma vez ar c’hef gant tud-a-youl-vat, ha digoret ar stal hervez ar mareoù ma c’hellont asuriñ o bezañs eno.

Betek-henn e veze digor d’ar meurzh, merc’her, yaou ha gwener vintin, etre 9e ha kreisteiz. Digor e vez ivez d’ar sadorn goude merenn rak gellout a reer kontañ war tud dieub d’ar poent-se.

 

 

Eskemm

D’an 3/5 eo bet digoret ar stal ha kregiñ a ra da vezañ anavezet.

Ne vez ket servijet alkol enni met banneoù te, kafe… evit ur priz izel-tre, 0,5 € ar banne. Kaoz a zo bet ivez a lakaat levrioù war wel, diskouezadegoù…

“Ne vez ket graet tout se evit an arc’hant met evit broudañ d’an eskemm” a zispleg Erwan Gueguen, implijiad ar Secours Catholique, skoazellet war ar raktres-mañ gant Erell Kerdraoñ, implijet betek an hañv e framm ur servij sivik. Hag eñ da resisaat e oa bet dibabet al lec’h-mañ dre ma ne oa ket pell eus iliz Santez-Tereza, lec’h kreiz evit ar Secours Catholique en e labour “maraude”, mont dre kêr diouzh noz gant ar soñj skoazellañ an ezhommeien.

 

 

Ti an Dour

Ur wech dibabet ar benveg e chome da reiñ un anv dezhañ. Kalz a a ginnigoù a rae dave d’an dour, arouez ar vuhez, an eienenn, an Aviel.

Diouzh an tu all e oa lod evit bountañ war-zu gwizioù ar vro, ar brezhoneg.

Ha kavout un anv helavar. Bep an tammig eo bet asantet evit “Ti an dour” met gant ar soñj diwall mat ouzh an holl, ouzh al liesseurted. “Ar pal n’eo ket degemer nemet kristenien, nemet ezhommeien, nemet brezhonegerien… Met an holl, er c’hontrol.” eme ar buhezour. Ha komprenet eo bet mat evit poent, gant an holl, ha pa vefe gant gwerzherien evajoù ar c’harter.

 

 

Kehentiñ

Gant seurt intrudu e klask an aozadur cheñch skeudenn, diskouez ivez o deus ezhomm an dud a voued met ivez a zarempredoù.

Ha, dre se, degemer skoazellerien nevez, prest da reiñ an dorn evit digeriñ ar c’hafedi, pe prest da reiñ arc’hant evit derc’hel gant seurt stal. “Morse ne adtapimp an arc’hant a lakaomp e-barzh. War goll e vimp, dre ret. N’eo ket gant prizioù izel evel-se e teuimp a-benn da gempouezañ ar c’hontoù, da baeañ ar feurm.” a ziskleir Erwan Gueguen.  Komprenet en deus, hag e vignoned ivez, e ranker stourm ouzh an digenvez, ivez. E kêrioù all, Auxerre, Toulouse… zo bet boulc’het gant ar memes doare stalioù “Met n’ez eont ket ken pell ha ni. N’int ket digor kement.” a resisa Erwan Gueguen.