Savetaet Rugbi Klub Gwened

p.3 RKV - 07-05-2017 (2)A-enep Bourgoin e c’hoarie Gwened d’ar Sul 7 a viz Mae evit krogad diwezhañ ar c’houlzad ProD2. Aet eo ar maout gant ar Vretoned 56-0.  En eil rummad e vint aotreet da c’hoari ar bloaz o tont adarre.

 

 

Leun-chouk e oa stad ar Rabin evit ar c’hrogad a bouez-se. 10 000 den a oa deuet da harpañ ar re glas-ha-gwenn evit ma ne ziskennfe ket RK Gwened er rummad dindan. Ur redi e oa gounit evito, o vezañ m’o doa gounezet Narbonne hag Albi, an daou skipailh all a c’helle diskenn asambles gant Bourgoin. Aesoc’h e oa var ar paper evit ar Wenediz memestra dre ma c’hoarient a-enep an hini ziwezhañ er renkadur, hag ur skipailh sur da ziskenn dija.

 

 

Dek esae

‘Giz boaz eo bet kanet ar “Bro gozh ma zadoù” a-raok ar c’hrogad ha diskouezet ar c’homzoù war ar panelloù bruderezh. N’eo ket chomet skipailh Gwened da straniñ evit plantañ un esae goude-se. Kerkent ha d’ar pedervet munutenn o deus lakaet ar volotenn a-dreñv linenn skipailh Bourgoin. Gant al lusk-se o deus kendalc’het a-hed ar c’hrogad, hep leuskel tamm repu ebet d’an eneberien. Dek esae a zo bet plantet ganto ha poent ebet gant c’hoarierien an Isère. 11vet eo ar Vretoned er renkadur, e-touez 16 skipailh, ur wech echu ar c’hampionad.