Raok, ul liamm evit gounit tachenn
08/05 /17

Raok, ul liamm evit gounit tachenn

p.3 Raok 1

Tri bloaz zo e oa 3 aozadur prederiet gant an diouer a liamm etre an holl gevredigezhioù a gaver e Kreiz Breizh. Nepell zo e oant 5. Disadorn diwezhañ e vodent ouzhpenn 30 den.

 

 

“Ar vro COB eo a vez klasket kenurzhiañ, da lâret eo Kreiz Breizh, er-maez eus ar c’hêrioù bras evel Kemper, An Oriant…” eme Sedric Laur, prezidant an aozadur nevez-mañ. Atalieroù a oa aozet e Ti ar Vro evit lakaat an dud d’en em anavezout, da welet penaos kas war-raok ur raktres kenurzhiañ-kehentiñ hag a vefe war un dro, ur raktres politikel, da lavaret eo unan gant ar pal kas ar yezh war-raok war un takad termenet.  “Mont war-zu an dachenn pleustrek” a c’houlenne Fulup Kere, sekretour ar gevredigezh ha n’eo ket chom war dachenn ar mennozhioù hepken. Evit se e oa a-bouez gouzout pere eo perzhioù heverk ar vro. “E kreiz Breizh, n’eus ket kalz a vuhez, ket kalz a skolioù. Petra eo ar pouezusañ, saveteiñ ar skol pe saveteiñ ar brezhoneg ?” a c’houlenne Padrig Feroc, eus Rostren.

 

 

Ledanaet

Deuet zo 7 kevredigezh kerent ouzhpenn hag aozadurioù evel ar Smatah. Gant ar gevredigezh nevez e vo krouet ul lec’hienn internet a dalvezo da ginnig an holl ditouroù a sell ouzh ar vro COB.  Evit poent zo bet divizet chom hep krouiñ darvoudoù sevenadurel ouzhpenn met kentoc’h klask brezhonekaat ar re a zo.  Kenurzhiañ ha kehentiñ a vo graet da gentañ, diorren ha stummañ goude, gant ar soñj kinnig magourioù ha kreizennoù-dudi e pep kumuniezh kumunioù. “ N’eus ket c’hoazh a skolioù divyezhek e kantonioù Pleiben hag an Uhelgoad” a venege Fulup Kere.  Goude zo bet kaoz a implij ur buhezour evit kas al labour kenurzhiañ da benn.

Evit poent zo bet lakaet emgav gant an aozadurioù goude an hañv, amzer difraostañ an dachenn, evit kemer perzh e atalier-mañ-atalier.