Qwant, e servij an ekosistemoù
01/05 /17

Qwant, e servij an ekosistemoù

p.5 Qwant_block copieUr c’heflusker-enklask nevez eo Qwant, c’hoant gantañ doujañ ouzh an endroioù, ar vuhez lec’hel, ar rouedadoù berr hag ar yezhoù.

 

 

p.5 EricLeandri

Eric Leandri

Kizidik eo Eric Leandri, ur C’horsad anezhañ, ouzh ar yezhoù bihan. E 2016 e voe roet lañs d’ur Qwant korsek. D’ar 4 a viz Ebrel e teue dezhañ ur breur bihan, e brezhoneg en taol-mañ, ha nepell goude, d’ar 14/4, e Hendaye, d’unan all en euskareg. Goude e vo graet heñvel en Elzas. Ingal e vez graet gant Qwant – Q evel Quantity, want evel wanted, klask – er memes doare : renabliñ ar c’heleier a vez e bro pe vro a-benn lakaat anezho da vezañ anavezet, d’an dud a implij anezhañ da skoulmañ darempredoù gant tud tost – 50 km tro-dro, da skouer – er c’hontrol eus ar pezh a ra kefluskerien all a gemer e kont ar bed a-bezh.

 

 

E brezhoneg.

Renablet o deus an holl lec’hiennoù a ya en-dro gant ur .bzh, ur 6 500 bennak, a-benn gouzout petra eo ar c’heleier a zo ganto, gant ar mediaoù rannvroel, gant ar soñj broudañ an ekonomiezh lec’hel. Evit treiñ o benveg int tostaet ouzh An Drouizig, ouzh tud a-youl-vat, en o zouez studierien e Roazhon 2. E Sant Malo, gant skoazell mignoned ezel eus skipailh French Tech Roazhon-Sant-Malo, o deus roet lañs d’o benveg met re abred eo evit poent evit gouzout hag implijet e vo kalz gant an dud.

 

 

Surentez

A-bouez bras eo ar surentez evit Qwant. Ne fell ket dezho dastum titouroù diwar implijerien o benveg rak “N’hon eus ket da zielfennañ boazioù ar pratikoù, da dermeniñ piv int ha petra a c’hell dedennañ anezho.” eme Guillaume Champeau, rener a-fet etik ha darempredoù diavaez. Evit se o deus lec’hiet o servijeroù e bro Pariz, lakaet dindan evezh ur skipailh staliet e Rouen. E Pariz hag e Nice emañ ar skipailhoù all o labourat.