Perak ha penaos stourm e brezhoneg ?
15/05 /17

Perak ha penaos stourm e brezhoneg ?

p.4 GBB Pennad taol-grenn stourmoù 2000

 

Kalzig tud e bed ar brezhoneg a vez o stourm e luskadoù ekologel pe sokial. Peseurt liammoù a zo etre ar brezhoneg hag ar stourmoù-se? Setu tem an daol-grenn a vo aozet d’an 20 a viz Mae e Langoned da vare Gouel Broadel ar Brezhoneg.

 

 

Stourmerien Dourioù & stêrioù Breizh, a-enep al lezenn El-Khomri, feministed, tud a-enep ar mengleuzioù, an nukleel pe an OGK, setu lod eus ar re a gemero perzh. Met ne vo ket tud o komz eus un tu ha tud all o selaou ouzh an tu all. Eskemm a vo ar pal ha pep hini a c’hello kemer perzh. Gant Tugdual Karluer e vo lusket an eskemmoù. E galleg hag e yezh ar sinoù e vint jubennet war ar prim. Da gentañ e c’hello pep hini kinnig buan-ha-buan e stourm. Goude-se vo goulennet digant ar berzhidi e peseurt mod e vez graet gant ar brezhoneg en o stourmoù. Daoust hag anat eo dezho? Penaos bezañ komprenet gant ar muiañ niver ? Daoust hag-eñ eo ret displegañ bep tro d’o c’heneiled ? Penaos e kendrec’hont anezho eo reizh ober gant ar brezhoneg ?

 

 

“Gardarem lo Larzac !”

Hiziv an deiz eo emskiant an nevezvrezhonegerien eus pouez liesseurted  ar yezhoù. Komprenet e vez mat ganto ivez eo ret doujañ ouzh an natur ha mirout pinvidigezh an ekosistem.

Met n’eo ket ken anat atav d’an dud a vez o vanifestiñ a-enep aerborzh Kernitron-al-Lann da skouer, eo talvoudus ar brezhoneg.

Penaos bezañ gouest da gendrec’hiñ ar muiañ-niver neuze eo ret ober traoù evit saveteiñ hor yezh, ma n’omp ket gouest da reiñ an dra-se da gompren d’ar re a zo kizidikaet d’an ekologiezh dija ?

Marteze e c’hell ar vrezhonegerien tennañ gounid eus an emskiant hag eus ar stourmoù ekologel ha sokial evit kas ar brezhoneg war-raok, dre an doare da welet ar bed hag ivez dre an doareoù da stourm. Eus un tu all n’eo ket dibosupl e c’hellfe ar yezhoù lec’hel degas un nerzh ouzhpenn da seurt stourmoù. Ul  lugan okitanek a zeu deomp da skouer pe soñjer en unan eus stourmoù brudetañ an dekvloazioù tremenet !

 

 

DK