Penaos ober ti-shirtoù
15/05 /17

Penaos ober ti-shirtoù

Pa oa Nicolas Gourvenec  bihan, e Gwitalmeze, e kleve e dud o kaozeal brezhoneg hag ar ger “Penaos ?” a zeue alies a-walc’h er gaoz evit ma talc’hfe soñj. Miz goude ma vefe echu e stummadur 6 miz gant Skol an Emsav e Roazhon e save ur gevredigezh, “Penaos ?!” gant ar soñj ober ti-shirtoù.

 

 

Pemzektez zo e kroue e gevredigezh gant e vignonez, Cécilia Malet. Hag int da fardañ 8 patrom, warno  frazennoù simpl ha sklaer e brezhoneg hag ar memes tra e galleg, bihanoc’h. “C’hoant hon doa kaout produioù digor war ar bed, gant div yezh, warno frazennoù eeun, hep ma vefe re luziet ar gemennadenn.” Buan goude o deus klasket arc’hantaouiñ dre Kengo. War an 800€ e klaskent evit talañ ouzh ar frejoù kehentiñ, merañ ha mont-en-dro, int degouezhet da ouzhpenn 500 evit poent. Graet e vo an dilhad diouzh ar goulenn ha gwerzhet marc’hadmatoc’h eget 20€, dre al lec’hienn a vo digoret hep dale. “Ne vint ket ker peogwir n’hon eus ar pal gounit arc’hant ha tennañ ur gopr eus se.” emezañ c’hoazh.

Daoust d’an danvez – e meur a liv, gwenn, griz pe c’hlaz – bezañ fardet er Bangladesh int bet fardet hervez normoù strizh, doujus ouzh an endro.

A-hervez, goude, e vo goulennet gant o mignoned tresourien kinklañ an dilhad gant tresadennoù a bep seurt.

 

 

www.penaos.bzh

p.5 Penaos -!