“Ma fell deomp eostiñ un deiz bennak, eo dav hadañ”
01/05 /17

“Ma fell deomp eostiñ un deiz bennak, eo dav hadañ”

p.3 jplnetChristian[2]

Jean-Pierre le Neun ha Christian Troadec o kabaliñ war takad-votiñ Gwengamp-Rostren evit “Oui la Bretagne ! Breizh evel-just !” gant maer Karaez, Christian Troadec, a vo war hini Kastellin-Karaez

Maer Karaez, Christian Troadec, en doa boulc’het an hent da glask bezañ war ar renk evit dilennadeg prezidant republik Bro-C’hall gant skoazell « Régions et Peuples Solidaires », ur gevredigezh a vod strolladoù eus Korsika, Euskadi, Okitania… hag an UDB evit Breizh. Daoust dezhañ bezañ en MBP e oa bet dibabet Christian Troadec evit bezañ mouezh-aotreet pobloù bihan ar stad c’hall. ‘Benn ar fin, n’eo ket deuet a-benn da bakañ ar 500 sinadur ret evit en em ginnig da vat. Met, daoust d’an dra-se e talc’h Christian Troadec  fiziañs.

 

 

Ya ! : Peseurt mod peus bevet ar prantad dastum sinadurioù e pep korn eus ar Stad c’hall ?

Christian Troadec : Kentelius eo bet ar mare-se ha kalonekaus ivez ‘blam’ d’an darempredoù skoulmet amañ-giz-mañ zoken ma ne oa ket anat din-me kuitaat Karaez ingal ha lezel teuliadoù a-bouez evit bro Karaez etre daouarn kamaraded va skipailh. Euruzamant ‘m eus tud varrek en-dro din-me en ti-kêr. Un hent a zo bet digoret. Ret e vo da dud all kenderc’hel gant an erv boulc’het e 2017. Met dav eo d’ar mennozh amañ e Breizh, hag e lec’h all ivez evel-just, ober e damm hent ivez. Da lavarout eo ret eo d’ar Vretoned kompren mat ne vo, morse, roet deomp pezh a soñjer a zo dleet da bobl Vreizh gant ar strolladoù gall, a-gleiz pe a-zehou e vefent. Dav eo deomp krouiñ un hent emren, distag eus pep strollad parizian ha dont a-benn d’en em glevout gant ar pobloù bihan all hag o deus an hevelep enebour da vare ar votadeg evit ar prezidant pe ar re lezennad. “Un neudenn ne grougo den. Kant neudenn a ra kordenn !” a lare ar re gozh. Setu perak ‘m eus votet gant ur “gwenn-ha-du” an dro gentañ e-lec’h lakaat anv unan bennak eus an 11 danvez-prezidant e-barzh ar voest. N’eus ket unan hag en deus komzet eus an digreizennañ pe eus ar rannvroelezh zoken !

 

Ya ! : ‘Barzh petra emaoc’h o soñjal pa lavarit “pezh a zo dleet da bobl Vreizh ?

C.T. : Tri zra a seblant din-me ha d’ar re a zo en MBP pe e kensavenn “Breizh evel-just  !” pe e lec’h all, pe e neblec’h perak ket… bezañ a-bouez evit dazont Breizh ha koulskoude ne zeuomp ket a-benn da bakañ anezho : an adunvaniezh, da lavarout eo distro Bro-Naoned e Breizh ; ober eus ar brezhoneg ur yezh ofisiel e Breizh gant ur statud gwirion. Hag an trede poent, pouezus-kenañ, kaout un emrenerezh politikel gwirion e Roazhon gant ar gwir d’ober war-dro lezennoù ’zo. Yann Emsaver a soñj dezhañ eo dleet an dra-se d’ar Vretoned. Yann politikour ar stad c’hall a soñj ar c’hontrol. Hag ur bern eus ar re-se a zo, memes e Breizh ! Petra ober neuze ? Chom diseblant da sellout ouzh ar sirk bras a vez kinniget a-hed an deiz en TVoù hep klask mont e-barzh  ? Perak ket ? Pe ober pep tra evit dont a-benn da bakañ ar 500 sinadur evit klask difenn hon mennozhioù e-barzh ar binviji a framm spered an dud hiviz an deiz ? Dibabet hon eus an eil savboent abalamour ma anavezomp mat levezon ar mediaoù war spered an dud hag an diouer a vediaoù breizhek gwirion. Mat eo prederiañ war ar c’hrennlavar sinaek a lâr : “Dre forzh sellout ouzh da enebour, e teuez da vezañ heñvel outañ” !

 

Ya ! : Kenderc’hel a ra ar stourm eta ?

C.T. : Anat eo ! Kensavenn “Oui la Bretagne ! Breizh evel-just  !” a ginnig tud e pep takad-votiñ evit an dilennadegoù lezennad. N’eo ket ur soubenn en ober ! Met ul labour ret eo. Ma fell deomp eostiñ un deiz bennak eo dav hadañ, hadañ hag hadañ bepred, noz-deiz, a-hed ar bloaz hep disterniañ. Ha krouiñ ar binviji ret evit labour ar park bras evel ma vez graet bep sizhun gant Ya ! eus e du.