Kendalc’h Diwan : Nebeut met mennet
08/05 /17

Kendalc’h Diwan : Nebeut met mennet

Nebeut a dud a oa er c’hendalc’h Diwan bet dalc’het e lise ar Peoc’h e Plañwour. Met dedennet eo bet an dud gant an daou zevezh preder.

 

 

Preder zo bet, dilenn merourien dre vro, ha goude an hanter all war-eeun. D’ar sul vintin  eo bet plijet ar berzhidi, un 60 bennak, gant prezegenn Lukian Kergoat o tisplegañ sklaer-tre istor ar vro, an dud o tilezel ar yezh, an dispac’h ekonomikel, an dispac’h sevenadurel  er bloavezhioù 68 hag an dispac’h identelel abaoe ar bloavezhioù 2000. Da vare lidañ an 40 vloaz, un tamm e pep lec’h dre ar vro, « e oa a-bouez adkavout an diazezoù, ar soubidigezh, evit kavout modoù da vont gwelloc’h. » eme Anna-Vari Chapalain, renerez ar rouedad, e-karg da verañ ar 180 den a zo stag ouzh ar skolioù Diwan hag an 300 lakaet gant an Deskadurezh-Stad da labourat e rouedad ar skolioù Diwan. E miz Gwengolo e vo implijet un R.H. evit sikour da verañ anezho.

En distro-skol e rankfe ar rouedad gwelet teir skol nevez o tigeriñ, e Kemper, e Plougastell-Daoulaz hag e Goudelin. Trawalc’h a vugale – 14 a ranker kaout – a vefe dija met dav eo diskoulmañ kudenn ar savadurioù.

 

p.1 Nebeut met mennet