Katalonia : Ur sindikad a boliserion evit an okitaneg

p.2 USPAC Mossos D'Esquadra

Er Generalitat de Catalunya eo kaset àr-raok an okitaneg gant… ur sindikad a boliserion. E penn kentañ miz Ebrel eo bet disklêriet gant ar sindikad USPAC an diouer a zoujañs e-keñver an okitaneg e-barzh ar c’henstrivadegoù a gargidi. Hervez ar sindikad en deus dizamant ar gouarnamant emren ouzh yezh ar Val d’Aran. Padal e-keñver pouez gwir ar flondrenn e vez graet kalz strivoù gant ar Generalitat…

 

 

Abaoe 2006, eo ken-ofisiel – gant ar c’hatalaneg hag ar spagnoleg – ar yezh okitanek er Generalitat de Catalunya a-bezh. An “araneg” peotramant an “okitaneg aranat” a vez graet anezhi. Yezh ar Val d’Aran eo, un tiriad er pireneoù bihan, e menezioù gwalarn ar vro. Ur rannyezh gaskonek eo an araneg, par d’ar bearneg.

 

 

Diamant ouzh an okitaneg

Pezh zo, pa ‘z a ar c’hazh d’ar razh, daoust dezhi bout ofisiel e-keñver al lezenn n’eo ket bet lakaet e pleustr en holl gevredigezh katalanat ha pell alese. Dreist-holl er velestradurezh emren hag er polis peurgen. Sed ar pezh a zo bet diskleriet gant ar sindikad a boliserion –  an USPAC – e penn kentañ miz Ebrel. Hervez an “Union Sindicala de la Policia Autonomica de Catalunya” ne vez ket roet kement a boentoù d’ar gargidi a zesk, peotramant a gomz okitaneg, hag ar pezh o defe droed da gaout. Hag ar sindikad a “Mossos d’Esquadra” (ar polis emren) da zisklêriañ e-barzh ar gazetenn okitan La Setmana : “ar gouarnamant emren a ra fae ouzh an okitaneg. N’eo ket talvoudekaet ar yezh-mañ kement hag ar c’hatalaneg. Hag an okitaneg ofisiel e Katalonia a-bezh (arabat ankounac’haat an dra-se!) sañset. Gwelet ‘vez splann e kenstrivadegoù diabarzh ar gargidi da skouer”. Ha kement-mañ a ya a-enep mellad 6 ar statud a emrenerezh e Katalonia. Kement ha kemer ur skouer : an USPAC a ziskleir n’eus ket tu evit ur geodedad bennak sevel klemm en okitaneg pa ya tre e forzh peseurt komiserdi eus ar Generalitat. Er Val d’Aran, kredapl bras, e c’hello en ober met pas er peurrest eus ar Generalitat.

Ha mont a ra pelloc’h Josep Miquel Milgros, anezhañ mouezh-aotreet ar sindikad : “Hiziv an deiz e vez roet muioc’h a boentoù d’an nen a oar ruseg, sinaeg pe turkeg, bout m’eo ar yezhoù-se yezhoù estren hag int pell a-fet sevenadur eus Katalonia, hag hep statud a yezhoù ken-ofisiel ! An holl yezhoù-se a zo talvoudekaet gant ar gouarnamant katalanat met pas an okitaneg.”

 

 

Brokus koulskoude…

Padal, e-keñver ar pezh a anavezer dindan beli ar stad gall, e vez graet forzh strivoù gant ar Generalitat evit an okitaneg, dreist-holl e-keñver pouez gwir ar Val d’Aran hag an Araned a zo o chom e Katalonia : a-boan 7 000 Aranad a zo hag hini ebet anezhe na ra gant yezh ar vro.

Arc’hantaouet ‘vez kazetennoù pe ensavadurioù hag a gas àr-raok ar yezh gant an arc’hant foran.

An “akademiezh a okitaneg aranat” a vez arc’hantaouet gant ar gouarnamant ivez.

Dav eo lâret ivez emañ tost-tre an div yezh.

Betek an XVIvet kantved an okitaneg hag ar c’hatalaneg a oa lakaet d’ar memes yezh. (Frédéric Mistral, e fin ar XIX – penn-kentañ ar XXvet kantved, a lakae atav ar c’hatalaneg evel ur rannyezh okitanek zoken).

 

 

Fabien Lécuyer