GBB : E Langoned e vo dalc’het…
18/05 /17

GBB : E Langoned e vo dalc’het…

p.4 Langonet

Langoned, ur gêriadenn a zo bet brudet, a zo brudet hiziv an deiz, hag a vo c’hoazh e fin miz Mae ha diwezhatoc’h.

 

Brudet eo bet bet gwechall gant Alan Stivell, bet o chom eno etre 73 ha 90. Tostoc’h ouzhomp Bertrand Dupont gant e label “Innacor” hag e stal “La Grande Boutique” bet krouet 20 vloaz zo, e lec’h ma kaver Erik Marchand o pleustriñ gant Kreiz Breizh Akademi, gant Gouel ar Brezhoneg bet dalc’het eno e 98, gant e vaer Christian Derrien, keneil bras Christian Troadeg, maer Karaez. Hiziv an deiz, goude un digresk bras er bloavezhioù 2010 hag ur c’hresk en-dro adalek 2013, e konter eno 1891 annezad, un embregerezh gwastilli, Le Breton, gant un 30 implijad. Ha kalz a dud o labourat en Oriant. Div skol, troet-tre war an endro. Un ti-kêr, sinet ganti karta “Ya, d’ar brezhoneg”…

 

 

Ur meskaj

E kreiz-kêr e kaver alies tiez kozh ha savadurioù nevez, evel an ti-kêr, just e-kichen. War ar blasenn ur bonn tredan evit adkargañ e garr, ha straedoù strizh, test un amzer zo bet. Roudoù ur sevenadur – betek bruderezh evit ur merk dilhad, e brezhoneg, hag ur festival sonerezhioù a-vremañ, “Couleurs du Monde” a vo dalc’het evit an 8vet gwech, e Langoned d’ar 26 ha 27/5. Aozet eo hemañ, ez-ofisiel, gant “Le Plancher” un aozadur a skoulm darempredoù gant aktourien all ar vuhez sevenadurel, Le Fiselerie e Rostren, La Quicaill’ e Poullaouen… CAP e Gourin, war meur a zepartamant eta.

 

 

Ar yezh

Gwelet e vez anezhi, war talbenn an ti-post, pe hini ar stal-voued. “Amañ zo bet atav ur meskaj tud, eus Gourin, bro Pourlet, Bro Gerne. Marteze eo abalamour da se e vez startijenn amañ.” eme Maurice Melarienne, bet kuzulier-kêr tre 2001 ha 2014.  Evit Anne-Marie Gloaguen zo bet a-viskoazh startijenn gant tud ar vro evel gant ar skoalerezed o deus roet plas d’ar yezh pa oa o c’heneilezed gant doareoù kontrol. Goude zo bet ur rummad all evel Maina Poupon, Jonathan Dour pe c’hoazh Kaelig Couteller,  plijet-bras gant o bro hag ar yezh a glever enni. Klevet e vez anezhi ivez gant moused skol  Jean-Moulin kelennet gant Loeiza Kere, pe gant an dud a zo o teskiñ e-pad ar c’hentelioù noz. En o zouez e konter Soazig Gwilherm, eus Bro-Leon, deuet da chom er vro da heul he gwaz “Dre ma kave deomp e oa amañ un aergelc’h ha ne gaver ket e lec’h all.” , desket brezhoneg ganti ha dilennet da gentañ eil-vaer.

Er gumun-se, 35 km eus An Oriant, 45 eus Kemper, e teuio an holl re o deus c’hoant kas ar yezh war-raok. Un 11 lec’h a vo kemeret evit se, en o zouez ar blasenn greiz. O c’hortoz kalz eus seurt gouel emañ an holl er gumun, evel Soazig Gwilherm,