From Fest : gouel ar produiñ fourmaj lec’hel !

p.11 From Fest Ronan Le Palud 1

Rediet e oa bet Ronan Le Palud da vont da gerc’hat ul leue a oa deuet a benn da bellaat diouzh e vamm daoust d’ar sklotur-tredan

Abaoe 2011 eo staliet Ronan Le Palud en un ti-feurm e Kemeneven. Gantañ e vez produet fourmaj diwar laezh saout brizh du. E-pad an hañv o tont e roio lañs d’ur gouel bras evit lidañ ar produiñ lec’hel, ha kengred e vo ar gouel gant ar raktresoù o toujañ ouzh an endro !

 

 

Kroget ‘n deus Ronan Le Palud e red-micher gant bezañ kelenner e Kreizenn Stummañ an Deskarded e Hañveg. Hag e kendalc’h c’hoazh hiziv an deiz o labourat hanter-amzer enni. “kelenner on diouzh ar mintin, ha labourer-douar goude merenn.”’ emezañ. Kozh eo ar raktres sevel e atant bio e penn an den yaouank. E 2011 e kroge da vat Ronan Le Palud e-barzh, o prenañ an ti-feurm hag an douaroù a zo tro-dro, ur 16ha bennak. E 2013 e tegemere ar paotr 8 buoc’h brizh-du, gant ar pal dont a-benn d’ober fourmaj gant o laezh. Goude m’en defe desket penaos ober, e teue a-benn da broduiñ “Tomme.” Hiziv e konter 10 buoc’h er prad. Er mare-mañ emañ Ronan Le Palud o paouez adkregiñ gant “koulzad al laezh.” Emañ al leueoù kentañ o paouez genel. Chom a raint gant o mamm e-pad 2 pe 3 miz, a-raok ma vefent kaset betek al lazhti. “N’eo ket re ziaes din gwelet al leueoù mont kuit… Met n’eo ket gwir evit o mammoù. Un nebeud bloavezhioù ‘zo emaint amañ, ha morse ne c’hellin lakaat anezho da vont d’al lazhti. ‘Michañs e kavin unan bennak prest da zegemer anezho evit o retred…” eme ar saver-saout. Echuiñ a raio “koulzad al laezh” da vare Nedeleg.

 

 

Ken druz al laezh !

Er penn-kentañ n’eo ket bet ken anat ha se produiñ fourmaj. N’eus ket a wir stummadur evit reiñ da gompren holl sekredoù an arz-mañ. “Re sal e oa ma fourmaj pa ‘moa kroget d’ober “tomme”. « eme ar paotr ha da resisaat “met seurt traoù a vez kempennet aes !”

Anavezet eo laezh ar saout brizh-du evit bezañ druz, druz-mat zoken… Hag aze emañ an dalc’h. Rak d’ober fourmaj “tomme” eo gwelloc’h kaout ul laezh na vefe ket re zruz just a-walc’h. Kavet eo bet an diskoulm gant ar saver yaouank. A-raok ober fourmaj e tienn al laezh ur wech. Ha diwar an dienn-mañ e ra amann, hag unan a-feson, diouzh ar pezh a lârer ! En ti-feurm-mañ n’eus tra ebet a za da goll. Diwar al laezh-glas a chom goude ma vefe bet graet “tomme,” e produ Ronan le Palud fourmaj “brousse”  anvet Brucciu e Korsika.

Gwerzhet e vez un hanter eus e broduioù war-eeun en ti-feurm, hag ar peurrest a vez fiziet da Sten Marc, Fourmajer-Darever anezhañ, staliet er Forest-Landerne. Gant hennezh e vez graet tro ar marc’hadoù, ar foarioù a sizhun da sizhun…

Abaoe un nebeud bloavezhioù ez a Sten Marc er Festival Penn-Ar-Bed e Kraozon. Kinnig a ra d’ar festivalerien asiedoù fourmaj – bara – kig-moc’h. Ha berzh gantañ e prad Landaoudeg ! E-kichen se, bep bloaz, pa vez echu ar c’houlzad gant Ronan Le Palud e ra  hemañ ur gouel bras o vodañ e vignoned. “Ar bloaz paseet e oamp ur 80 bennak, memestra !”

 

 

Ur gouel bras…

Diwar seurt kejadennoù, ha dre ma ‘z int sot gant ar sonerezh, eo deuet ar mennozh dezho sevel o festival dezho. Unan gouestlet d’ar produiñ fourmaj lec’hel ! D’ar 26 a viz Eost e vo dalc’het an abadenn e Ti-feurm Penevet Laurens e Kemeneven. “A-drugarez d’ar gensavenn Kengo hon eus broudet an dud da sikour ac’hanomp da aozañ ar gouel, peadra da feurmiñ ul leurenn vras ha goloet, gouleier a-feson, pe difrejañ an den a raio war-dro an teknik, hag all…”. En devezhioù-mañ ec’h echu an arc’hantaouiñ a-stroll…

30 € a gousto ar mont-e-barzh, peadra da sellet ouzh sonadegoù ar seizh strollad Rock/Folk/Ska a lusko an nozvezh (Skankaya ; Sunday’s Gone ; Tofee ; Outside Duo ; The Dissidents ; Santa Claws ; Mampy)  ; ha da gaout un asiedad  fourmaj – bara – kig-moc’h, ha c’hoazh ur werennad gwin. “Gwin eus an dibab e vo, etre 2,50 € ha betek 4 € ar werennad.” Kavet e vo ivez er prad bier lec’hel gant breserezh La mignonne eus Daoulaz, pe hini Baril eus Brest.

Bez’ emañ ar skipailh mignoned e soñj prientiñ un atalier aozañ fourmaj, un eil evit an amann… bez’ e vefe c’hoazh eus ur c’horn “Lenn” evit lakaat war-wel o micherioù.

 

 

… Ekolo ha kengred

Spered ar gouel a vo hini ar broduerien oc’h aozañ anezhañ : Doujañ ouzh an endro ! “Dav vo deomp prientiñ mat an traoù, rak goude ar gouel e tistroio ar saout da beuriñ er park.” Evit en ober e vo prestet privezioù-sec’h gant ur festival bras eus ar vro, ha dav ‘vo kavout ur sistem evit ma ne chomfe ket begoù-sigaretenn e pep lec’h er prad…

Estreget brudañ o froduioù eo  pal ar From Fest. “Ma teuomp a-benn da vodañ trawalc’h a dud, da lâret eo da c’hounit un tamm arc’hant, e vefe ar pal sikour sistem al labour-douar a zouj ouzh an endro.” eme ar c’helenner/labourer-douar. Prestañ a raio o c’hevredigezh sammadigoù da labourerien-douar zo, pe da artizaned, evit ma ‘z afent pelloc’h gant o raktres(où). Forzh piv a c’hellfe dont e darempred ganto evit kaout o sikour… “Memestra e c’houlennimp gant an den diskouez kalite e broduioù, hag evel-just e rankint bezañ graet en un doare doujus ouzh an endro” emezañ. Talvezout a raio ar feur kampi da 0 %, ha ne grogo ar resteuler nemet bloaz war-lerc’h. “Diwar hor skiant-prenet e ouzer mat eo a-bouez bras daleañ ar resteuler amprestoù” a resisa c’hoazh Ronan Le Palud.

Evit kempouezañ ar c’hontoù e c’hortozont tro-dro 600 den d’an nebeutañ, pa vefe gouest ar prad da zegemer betek 1 000 den ! Emgav d’ar 26 a viz Eost e Kemeneven neuze..

 

 

fromagefest@gmail.com

Facebook : Rock’n Cheese Atao

p.11 From Fest Ronan Le Palud 2