Evit herzel ouzh an OGK hag al louzeier kimiek

p.5 OGK RennesBreizhil153E miz Ebrel 2016 e oa bet aozet e Ouagadougou an emgavioù etrebroadel a-enep an OGK. Eno e oa bodet tud eus 11 bro e Afrika, Europa hag Amerika ar Su. Bet o doa ivez skoazelloù eus Azia hag Oseania. Pinvidik e oa bet an emgavioù-se gant eskemmoù liesseurt. Gwelet e oa bet ur gwir youl d’en em vodañ etre an holl vroioù, koulz evit stourm a-enep an OGK hag evit sevel raktresoù disheñvel. En o zouesk redi al labour-douar ekologel hag emrenerezh ar pobloù war ar boued a oa deuet splann war wel. Ha dres en degouezh-se e oa bet termenet Talbenn Afrika evit emrenerezh ar pobloù war o boued.

 

 

An Emgavioù Etrebroadel evit herzel ouzh an OGK 2016 e Ouagadougou a oa unan eus an oberezhioù a stourm a-enep da vMonsanto a oa staliet er vro dija gant e industrielezh kotoñs BT. He soñj e oa degas trevadoù all evel ar maiz. En deiz a hiziv, goude m’eo bet lakaet harz da drevadoù ar c’hotoñs, zo reoù all evel ar maiz hag an niebe OGK, prest da vont er-maez eus arnodvaoù bras. Kevredigezh keodedel Burkinabiz he doa diskouezet e oa posupl herzel ouzh aloubidigezh an OGK en Afrika.

Diwar se e oa bet liammet ar stourm a-enep diktat embregerezhioù liesbroadel an agrokimiezh gant al lusk a oa bet e Den Haag (en Izelvroioù) d’ar 14, 15 ha 16 a viz Here 2016 e-lec’h ma voe roet bod war un dro d’al Lez-varn Etrebroadel Monsanto ha da vBodadeg ar Pobloù. Kreskiñ ha kreñvaat en deus graet al lusk-se en Europa a-bezh ha darvoudoù all a zo bet a-raok hag a vezo war-lerc’h emvodoù 2017 evel “Devezh Etrebroadel ar Stourm evit al Labour-douar” a vez dalc’het bep bloaz d’ar 17/4, aozet ma vez gant Emsav etrebroadel al labour-douar, “La Via Campesina”. Eus an 19 betek an 22 a viz Ebrel ez eus bet ivez Gouel “Olympic Seed” aozet gant Peliti Alternative Community e Bro C’hres.

 

 

En Oriant

Ha neuze d’an 28, 29 ha 30/4/17, o deus kavet dileuridi an eil Emvodoù Etrebroadel o tont eus 28 bro eus pemp rann an Douar bod en Oriant, evit herzel ouzh an OGK .

Diskleriet o deus “Hon hadoù, hor gouiziegezhoù hag hor barregezhioù a zo hon hêrezh, hor sevenadur hag hol lorc’h. N’int ket marc’hadourezh, ha ni hepken a ziviz gant piv e eskemmomp anezho. Nac’hañ a reomp e vefent laeret gant an industrielezh evit ma vefe kemmet ganti o genoù, evit ma teufe-hi da vezañ perc’henn warno hag evit ma tistrujfe, en eil bro war-lerc’h eben, an holl hadoù ha gouennoù loened lec’hel. An industrielezh ne c’hello ket touellañ pelloc’h ar pobloù o klask treuzwiskañ hec’h OGK nevez (OGK kuzh) dindan stumm hadoù hengounel. Divizet hon eus  lakaat e pleustr hor gwirioù reizh da zerc’hel bev, da dennañ gounid diwarno, da eskemm ha da werzhañ  hon hadoù peizant  ha da gemer perzh er c’hendivizoù a-zivout o amzer da zont, ha kement-se pa vefe ar gwirioù-se hervez al lezenn pe er-maez anezhi. »

Ouzhpennet o deus c’hoazh e felle dezho derc’hel bev pe sevel e kement korn a zo, tiez pe grignoloù meret gant o c’humuniezhoù evit lakaat enno hadoù lec’hel, en em aozañ evit kadarnaat ha skignañ gouiziegezhoù ha barregezhioù peizant ha treuzkas anezho er skolioù  betek er skolioù-meur, da labourat evit ma vo degemeret gant ensavadurioù all ar savboent Lez-varn Etrebroadel Den Haag diwar-benn torfedoù Monsanto ha lakaat anezhañ er pleustr evit ar re all a zo o tic’hastiñ diazezoù ar vuhez war an douar rak kroget eo lazhadeg meur an endro.

 

 

En arvar

Bep bloaz e vez lakaet yec’hed milionoù a dud en arvar abalamour d’an OGK ha d’al louzeier kimiek, gant skoazell ar bolitikourien hag an industrielezhioù. N’int  ket evit gouzañv ken ne vije ket tamallet kement-se outo.

Hervezo zo un diouer a enklaskoù diazez ha dizalc’h a-zivout efedoù an OGK hag al louzeier kimiek war yec’hed an dud.

“Kinnig ul labour-douar ekologel n’eo ket hepken kinnig ur mod da broduiñ, met ur mod-bevañ diazezet  war produiñ madoù hep sikour ar gimiezh kenaozet pe an OGK koulz er plant hag el loened, war ar boued hag emrenerezh ar pobloù war ar boued ret evit o bevañs, war aozadur emren ar sistemoù lec’hel evit produiñ ha dasparzh ar boued,  emrenerezh ar beizanted ha ment an tiegezhioù, an evezh pe an doujañs ouzh temz an douaroù.” emezo a-raok ouzhpennañ “Sikour a rafe da herzel ouzh ar cheñchamantoù hin a vevomp. Hon doare da vevañ, da soñjal ,a zegas levezon war buhez ar gevredigezh. An den a zo perzh eus liesseurted ar bevoniezh hag an ekosistemoù ha bez’ e rank doujañ ouzh o c’hempouez. Evit ma kreskfe talvoudegezh al labour-douar ekologel emaomp o vont da labourat gant an dilennidi lec’hel evit herzel ouzh an douaraouañ, evit derc’hel ar brasañ ec’honder a zouar-labour a c’heller kaout hep louzeier kimiek pe greantel pe c’hoazh artifisiel. Labourat a raimp evit deskiñ d’ar re yaouank ha da aesaat dezho o hent war-zu ar vicher a beizant, evit m’o defe ar sitoianed fiziañs en o gouiziegezhioù hag o barregezhioù ha talvoudekaat a raimp ivez perzh ar merc’hed.

Sklaer eo an traoù evito.  An douar-labour a zo aze evit magañ ar pobloù ha n’eo ket evit pinvidikaat ar bankoù, na gounit arc’hant war marc’hadoù ar c’harbon ha ne dle ket bezañ rastellet evit se.

“N’hellomp ket mui chom aze da selled hep ober seurt. Tud nann-feuls ez eus ac’hanomp met n’omp ket doñv. Sed aze perak, mennet ma ‘z omp da stourm ha da herzel ouzh lazhadeg veur hon endro, e krouomp hiriv an Talbenn Etrebroadel evit Herzel ouzh an OGK hag al louzeier kimiek. Diazezoù an Talbenn-se a zo savet, amañ e Breizh. En em ouestlañ a raimp da ziorren anezhañ a-seurt ma vo tu da enebiñ ouzh ar firmoù a zo o fal bezañ mistri war boued ar pobloù er bed a-bezh.”

D’an 20 a viz Mae 2017 e vo aozet c’hoazh ur gerzhadeg e kêrioù bras eus pemp rann an Douar. Kerzhout a raio merc’hed, paotred ha bugale, a-enep Monsanto, Bayer… E Breizh e kerzho ar Vretoned en Oriant, adal 10 eur e Kae Bro-Indez.

 

 

Jakez.kroc.henn@gmail.com

(gant sikour https://rir-ogm.info/