Eil buhez al levrioù

p.11 Recyclivre

E Naoned zo bet digoret ur stal evit reiñ un eil buhez d’al levrioù. Kenlabourat a ra gant aozadurioù troet war an diveskañ hag an adimplij, evel “LaFeuille d’Erable” e Roazhon pe “Un peu d’R” e Brest.

 

 

E 2008 eo kroget an traoù e Pariz, gant David Lorrain. Bez’ e ranke en em zizober eus ur bern levrioù met ne felle ket dezhañ stlepel anezho. Ha setu kroget da zastum levrioù, gant sikour ar Groaz Ruz, ar Secours Pop’, Emmaus… Kendalc’het o deus gant mont e darempred gant strollegezhioù. Ha digoret o deus burevioù all, un tamm e pep lec’h dre ar vro*. E miz Meurzh o deus digoret unan e Naoned. “Ha trawalc’h eo evel-se.” eme Vincent Gillet rak “Er c’hêrioù bras all, evel Roazhon, Brest, Lambal, Kemper… hon eus emglevioù gant kevredigezhioù lec’hel hag e roomp dezho 15 % eus an arc’hant a c’hounezomp ma werzhomp war hor rouedad levrioù bet dastumet ganto. D’an holl gevredigezhioù-se zo bet roet ur meizant evit sikour dibab al levrioù. Ar re a dalvez ar boan a vo kaset betek Naoned ha goude betek bro Pariz. Eno, en Essone, e vez implijet 20 den afllijet o labourat e ti ADES evit dasparzhañ an 650 000 levr a vez ganto. E Naoned n’eus nemet 4 den o labourat e ti Recyclivre evit ober war-dro 130-140 000 levr ar bloaz. 2 anezho a labour war an dasparzh, 2 all war an dastum, 2 wech ar sizhun, war Naoned Metropôle.

 

 

Gounid

Abaoe ma zo eus Recyclivre zo bet dastumet ganto 1,8 milion a levrioù. Dre vras e vez gwerzhet al levrioù evit ur priz keitat a 3,5 € ha profet o deus 680 000 € d’ar c’hevredigezhioù. E 2016 o deus roet 65 000 € da “Lire et Faire lire” broadel, ur gevredigezh o stourm ouzh dizeskidigezh an dud dre lakaat tud, tud kozh alies-mat, da vont er skolioù d’ober lennadennoù d’ar re yaouankañ. Gant an amzer e fell dezho ivez liessaat al liammoù er rannvroioù.

Raktresoù etrebroadel a sikouront ivez, e 2016 er Senegal, e 2017 e Aod an Olifant… gant ar soñj sikour poblañs ar broioù-se d’ober gant doareoù all estreget ar c’hoad evit poazhañ o boued.

*Pariz, Naoned, Bourdel, Lyon, Lille, Strasbourg, Tolosa