Ur vuhez etre brezel ha peoc’h…

p.1 martin-mcguinness 4

Aet eo Martin McGuinness da anaon d’ar 21añ a viz Meurzh. Da 18 vloaz, e 1968, e emezelas e strollad ar Sinn Féin. Buan-tre e kemeras perzh e stourm an IRA, ar pezh a gasas anezhañ betek an toull-bac’h e 1973. Adalek ar bloavezhioù 90, hag eñ deuet ur penn-bras er Sinn Féin, en doe ur roll pouezus-kenañ er c’hevraouiñ a dalvezas da baouez gant ar feulster en Norzh-Iwerzhon…

 

Marv eo penn bras Sinn Féin ar c’hwec’h kontelezh. Un den reizh e oa-eñ met ivez un den kalet. E meur a geñver hag ouzh meur a seurt tud…

 

D’an 21 a viz Meurzh  eo aet Máirtín Mag Aonghusa d’an anaon diàr ur ral a gleñved. Un ael gwenn e oa, hag un ael du war un dro, diaoul ar peoc’h hag abostol ar brezel àr un dro.

E karter ar Bogside e Derry, norzh Bro-Iwerzhon, e 1950, eo daet àr an douar. Lec’hioù ha mareoù gwelloc’h a zo evit dont er bed. Micherourion e oa e dud, 7 bugel a yae d’ober an tiegezh, daou bezh a yae d’ober an ti. Ne oa ket en e vleud er skol, ne zeue ket a-benn da bakañ an arnodenn ret evit mont d’an eil derez. Neuze e krogas da labourat evel danvez-boser kerkent ha da 11 vloaz. D’an 30 a viz Genver 1972 e oa e straedoù ar “Bloody Sunday”, da 19 vloaz e voe enrollet en IRA, da 21 vloaz setu eñ bez-komandant ar strollad kuzh e “Free Derry” ha da 22 vloaz e oa en toull-bac’h.

 

 

Bietan Jarrai

Tamm-ha-tamm, pa ne oa ket en toull-bac’h en norzh pe er su, e tape galoñsoù e-barzh an IRA betek arruout e penn e bloavezhioù 1978. Àr un dro e krogas da vont e darempred gant ar gouarnamant saoz. D’ar mare-se e ouie an IRA ne vefe ket tu dezhi gounit ar brezel àr-bouez an armoù nemetken. Dav eo dezhi “kenderc’hel gant an daou hent” (“Bietan Jarrai” en euskareg, lugan ETA), da lavaret eo ar stourm arme hag ar stourm politikel.

Gerry Adams, e penn ar Sinn Féin, a glaske lakaat pouez àr “strategiezh ar peoc’h” ha lakaat an emsav republikan da eskemm gant ar gouarnamant saoz hag al lealourion. Diaes e oa kendrec’hiñ ar “bobl republikan” ha dreist-holl soudarded an IRA eus talvoudegezh kement-mañ avat. Gerry Adams en em harpas àr McGuinness. Brud vat a oa gant hemañ er bagadoù hag en toulloù-bac’h. Gerry Adams a veze gwelet kentoc’h evel ur “bourc’hiz a bolitikour”, tra ma talc’he gwerin an IRA stad eus Máirtín McGuinness. Moarvat en doa-eñ gwad àr e zaouarn ivez…

 

 

Un treitour evit an disrannourion

Goude  ar Good Friday Agreement e 1998 e voe Máirtín McGuinness ezel eus ar gouarnamant emren betek arruout da vez-ministr kentañ e 2007 ma labouras gant e enebour daonet Ian Paisley. Ha mignonach a voe kenetreze a-benn ar fin ! Met pa oa arruet e penn ar jeu ne yae ket dizamant gant an “Dissidents”.

Àr o meno e oa McGuinness un treitour, “MuckinAss” a veze graet anezhañ gante. Pa voe paket disrannourion gant ar PSNI (ar polis eus ar c’hwec’h kontelezh) e voe atav ar ministr McGuinness a-du ganti ha n’eo ket gant ar republikaned.

Ha padal, ma n’eus ket mui brezel en Norzh hiziv an deiz eo a-drugarez da Martin McGuinness ha Gerry Adams. Met pell eo arruet Sinn Féin diouzh ar werin bremañ ha pell emañ Yann diouzh e gazeg pa seller ouzh uhelvennadoù ar bobl republikan : “ur vro Iwerzhon dieub hag unvan”. Bez’ emañ atav ar c’hwec’h kontelezh dindan dalc’h ar Rouantelezh-Unanet, al lealourion a zo atav mistri àr Stormont, prizonidi republikan a zo atav toull-bac’het hag an enkadenn ekonomikel a ra he reuz gwashoc’h evit biskoazh. Met, gallout a rafe an traoù cheñch er bloavezhioù a za….

McGuinness ne ouio ket ha mat e oa strategiezh ar re “voderet” pe pas. D’an 21 a viz Meurzh eo arruet e Tír na nÓg.

 

 

Fabien Lécuyer