Sav kelloù Toloza
17/04 /17

Sav kelloù Toloza

p.4 Victorian postcard - Wikicommons

Anavezet mat eo an teknikoù hilastaliñ1 evit ar merc’hed. Met perak ne vefe ket d’ar baotred ivez da gemer e-karg mirout d’o c’henamourouzed dont da vezañ dougerez ?

 

 

Kalz aesoc’h eo mirout ur viell ar miz eget milionoù a spergelligoù bemdez, gant an hormonoù.
Abaoe 30 vloaz e labour skiantourien war an dachenn-se memestra ha war-raok ez a an enklaskoù evit diorren ur bilulenn fiziadus evit ar baotred.
D’ar 27 a viz Here 2016 ez eus bet embannet ur studiadenn gant klaskerien skol-veur München.
Enni e tisplegont o deus lakaet e-pleustr ur bilulenn efedus 96 gwech war 100.
Ar gudenn eo ez eus bet eilefedoù gant ar re a gemer anezhi. 46 % anezho o deus bet porbolennoù2 war o dremm. Efedoù war an emzalc’h a zo bet merzet ivez. 38 % a oa dedennet muioc’h gant an darempredoù reizhel ha 17 % a zo bet trubuilhet a-fet karantegezh. 5 % anezho n’o deus ket produet kement a spergelligoù ur wech paouezet da gemer an hormonoù.

 
An difrouezhadur3
Un doare hilastaliñ eeunoc’h a zo troc’hañ ar san sper, ar gorzenn a dreuzkas ar spergelligoù.
N’eo ket ur spazhadur4 dre ma kendalc’h ar c’helloù da broduiñ hormonoù. Par e chom ar baotred neuze ha n’eus efed ebet war ar c’hoant na war an darempredoù reizhel. Tu zo kempenn an duellenn troc’het dre un oberatadenn surjianel. Ha posupl mirout ar sper, ‘ken kaz, en un ti-bank ispisial ivez. Abaoe ar bloavezh 2000 eo aotreet an teknik-se e Frañs met ral-tre e vez graet. N’eus nemet 0,1 % eus ar baotred a zo bet difrouezhet e Frañs p’emaint 9,2% er Stadoù-Unanet hag etre 15% hag 20% er Rouantelezh-Unanet hag en Izelvroioù.

 
Sav kelloù Toloza5
Resis eo ar sistem biologel evit produiñ spergelligoù. Etre 33 ha 34°C ez a en-dro. Setu perak emañ ar c’helloù en diavaez eus ar c’horf. Ouzhpenn 30 vloaz ‘zo zo deuet soñj d’ur strollad tud eus Toloza tommañ anezho. Goude bezañ klasket meur a zoare o deus merzet e c’heller lakaat ar c’helloù da bignat un tammig er c’horf ha derc’hel anezho el lec’h-se gant ur bragez vihan ispisial. Plas a zo eno dre ma oa o flas a-raok ar c’haezouregezh6.
Graet e vez gant an teknik-se gant ar sumotori ivez evit mirout d’en em c’hloazañ.
Gant ar medisin Roger Mieusset eus ospital Toloza e vez erskrivet eo ret mirout ar slip ispisial-se 15 eurvezh bemdez. Tu zo tennañ anezhañ e-pad an noz. 3 miz eo ret gortoz evit ma vefe efedus. N’eus eilefed ebet gant an teknik-se a-fed yec’hed pe revelezh7 hag ur wech paouezet e krog ar c’helloù da vont en-dro en un doare normal adarre.
Hiziv an deiz ez eus tu lavaret neuze e c’hell ivez ar baotred hilastaliñ int ivez.
Un doare eo da vont war-zu ar c’hevatalder etre ar merc’hed hag ar baotred. Met anzav n’eo ket afer ar merc’hed nemetken ha lakaat ar baotred d’ober ar striv-se a c’hell bezañ ar brasañ skoilh.

 
DK

 
1.Contraception
2. Acné
3. Stérilisation
4. Castration
5. « Remonte couilles toulousain » e galleg
6. Puberté
7. Sexualité