Preizherien, pirc’hirined… E manati kozh Landeveneg
17/04 /17

Preizherien, pirc’hirined… E manati kozh Landeveneg

p.3 Manati Landeveneg

Gwenole Fauve, buhezour er mirdi

Emañ Mirdi Manati kozh Landeveneg o paouez kregiñ gant un diskouezadeg nevez, gouestlet d’an dud bet tremenet er manati kozh, estreget ar venec’h. Ur sell war 1000 vloavezh a istor eo an diskouezadeg. Padout a raio betek an 2 a viz Du 2017.

 

 

Ne dremener ket dre Landevenneg dre zegouezh, kuzhet m’eo ar gumun e-kichen dorioù gourenez Kraozon. Koulskoude ez eo al lec’h brav-kenañ. Brudet eo  ar manati, memestra. O tiwall ouzh kildroenn ziwezhañ ar stêr-Aon emañ.
Ar manatioù a rankfed lârout, e gwirionez. Du-se e kaver an hini kozh, a zo bet savet ur mirdi tro-dro d’e zismantroù, an hini a-vremañ.
Gwechall e oa bet furchet gant an arkeologourien e-pad un 20 vloavezh bennak. Frouezh al labour-mañ eo a c’heller gwelet er mirdi. A-vloaz-da-vloaz e vez kinniget d’an dud tammoù eus an dastumadenn fonnus a bezhioù a bep seurt bet kavet, un 50 000 pezh bennak en holl.
Ar bloaz-mañ o deus divizet tud ar mirdi lakaat ar gaoz war an holl dud a zo tremenet er manati kozh, estreget ar venec’h…

 
Un enklask war rodoù rummadoù tud
Hervez reolenn Sant-Benead e rank ar venec’h bevañ klozet warno o-unan evit pediñ. An darempredoù gant tud an diavaez a rank bezañ ral a-walc’h. Koulskoude kalzig a bezhioù bet kavet e dismantroù ar manati kozh a brou ez eus bet ur bern “laiked” o tremen ennañ. Heuliañ a raer an diskouezadeg evel ma vefe un enklask polis. Kavout a reer pezhioù a bep seurt, tammoù houarn, armoù, pezhioù-moneiz, ostilhoù, marilhoù* kozh… Kement a verkoù hag a ziskouez splann ne oa ket buhez ar venec’h ken pell ha-se ouzh “ar bed gwir.”
Kregiñ a ra an diskouezadeg gant an dud deuet da dagañ ar manati. Etre ar bloavezh 913 hag an Dispac’h Gall e  voe taget ar manati meur a-wech. Vikinged, Saozon, Spagnoled, Gallaoued a lakaas da fall mogerioù-kreñv ar manati. Laeret ha distrujet pep tra ganto, meur a wech zoken !
An eil rummad tud kinniget en diskouezadeg eo hini al labourerien. En o zouez ez eus kaoz diwar-benn mevelien ar manati. Tud eus ar vro peurliesañ a veze gopret gant ar venec’h, war ar pemdez, d’ober war-dro ar c’heginañ, ar c’hoad… Kaoz ‘zo c’hoazh diwar-benn an artizaned deuet da adsevel ar manati : Souezhusat tra eo deskiñ e teuent a-wechoù deus pell a-walc’h hervez ar merkoù bet kavet !
Talvezout a ra an trede lodenn da ginnig an dud a feiz, a veze degemeret mat gant ar venec’h. Ar birc’hirined o deus laosket kalzig a roudoù war o lec’h – pezhioù-moneiz eus a bep lec’h, pe binviji-sonerezh da skouer.
Er rummad diwezhañ ‘zo kaoz diwar-benn tud an noblañs, bet douaret er manati. Div skeledenn a vez diskouezet d’an dud. Hervez ar merkoù a gaver warno e rankfe unan bezañ marc’heg, hag an eil un den eus an noblañs, unan a-bouez-bras…

 
Brezhoneg war-wel
Talvezout a raio ar boan mont betek Landeveneg neuze, dreist-holl p’ emañ an amzer vrav o tont en-dro. Ken brav eo foñs lenn-vor Brest dindan an heol. Met ouzhpenn-se, e ranker menegiñ c’hoazh eo teiryezhek an diskouezadeg. Displeget eo an traoù e galleg, e saozneg, hag e brezhoneg. Troet eo bet an holl ditouroù a-drugarez da Sten Charbonneau. Da lâret eo ar skritelloù bras ouzh ar mogerioù, betek an titouroù munut a gaver a-dreñv d’ar gwerennoù.
Ken mennet eo Bernard Hulin, rener ar mirdi anezhañ, gant ar brezhoneg, m’en deus gopret ur buhezour brezhoneger anezhañ, Gwenole Fauve e anv. Hag estreget heñchañ an dud pe ar skolidi e brezhoneg a raio hemañ. Kinnig a raio ivez ar mirdi atalieroù da vugale ar skolioù kentañ pe eil derez. 7 atalier a gonter en holl. Lod anezho ‘zo savet er memes mod hag an diskouezadeg, da lâret eo e talvezont da ren ur seurt enklask, war tem-mañ-tem. Mod-se e teuio ar vugale da vezañ arkeologourien anezho ; ha dezho da furchal en douar, ha da gompren piv eo hag en doa laosket pezh-mañ-pezh du-mañ.
Gant atalieroù all e komprenont penaos e oa savet ar roudoù a zo chomet war-lerc’h ar venec’h. Un atalier a zo gouestlet d’an doare skrivañ a oa ganto, un eil da istor al levr, hag un trede d’ar c’hinkladurioù pe d’ar gweadegoù* a gaver tro-dro d’o skridoù. Ar skolioù dedennet gant an atalieroù-se a c’hell goulenn digant ar Mirdi kaout an teuliad pedagogel hag a zispleg mat-tre petra eo pep atalier. E brezhoneg penn-da-benn eo hemañ ivez !
E penn-kentañ miz Du 2017 e vo lakaet termen d’an diskouezadeg.

 
Mirdi an abati kozh
29560 Landevenneg
02.98.27.35.90
musee.landevennec@wanadoo.fr

 
marilh(où) : registre(s)
gweadeg(où) :  entrelac(s)