Prederiañ war ar brezhoneg e bed an niverel
10/04 /17

Prederiañ war ar brezhoneg e bed an niverel

Emdreiñ a ra ar gevredigezh ha brasoc’h-brasañ plas an ostilhoù niverel e buhez an dud. A-bouez eta d’ar brezhoneg mont da-heul lusk ar gevredigezh. Setu perak ez eus bet dibabet gant aozerien Gouel Broadel ar Brezhoneg 2017 lakaat ar gaoz war-se, dre aozañ kêriadenn an niverel.

 

Pa vije gant Ofis Publik ar Brezhoneg, gant kevredigezh an Drouizig pe gant hiniennoù ez eus bet troet e brezhoneg un toullad ostilhoù dija. Meziantoù evel Firefox pe Libreoffice a gaver, lec’hiennoù evel Wikipedia pe Facebook a c’heller implijout e brezhoneg pe zoken un nebeud c’hoarioù (Steredenn, Minecraft…).
E kêriadenn an niverel e vo lakaet an dud da zizoleiñ an ostilhoù-se, da staliañ anezho war o binviji ha da amprouiñ ar meziantoù, pe c’hoazh da eskemm gant an droerien.

 
Lakaat ar gaoz war an ezhommoù
Buan ec’h emdro ostilhoù an niverel, hag a-boan gounezet Facebook e brezhoneg e vije ret kaout Snapchat pe Instagram da skouer.
Evit klask derc’hel da vont gant an hent boulc’het ha kas ar preder war-raok e vo dalc’het un daol-grenn d’ar Sadorn 20 a viz Mae e kreizig-kreiz Gouel Broadel ar Brezhoneg e Langoned. Lakaet e vo ar gaoz eta war an ezhommoù : penaos kaout ur GPS a oar brezhoneg pe ober gant hor yezh war ar rouedadoù sokial ? Gant peseurt aozadur e c’hell seurt raktres bezañ douget ? Penaos arc’hantaouiñ an diorren ? Penaos kendrec’hiñ an embregerezhioù da ginnig ar brezhoneg e-touez yezhoù o frogrammoù ?
Evit kement ostilh niverel ez eus ur pezh labour treiñ fonnus ha lakaet e vo war-wel an diaez m’eo a-wechoù da gas da benn gant nebeut a dud. Met arloadoù nevez diorroet e brezhoneg a c’hellfe dedennañ implijerien e yezhoù all ivez. Peadra marteze da ijinañ ur patrom ekonomikel evit micherelaat lusk an niverel e brezhoneg ?
Dizoleiñ, eskemm ha prederiañ a vo graet neuze e kêriadenn an niverel.
Peadra da zedennañ an arbennigourien kement hag ar frioù kurius.

 
DK

p.5 Steredenn

E brezhoneg e oa bet embannet ar c’hoari-video “Steredenn”