Kan ar vartoloded e Pempoull…

p.5 Pempoull

Pierre Morvan

Etre an 11 hag an 13 a viz Eost e vo dalc’het Festival Kan Ar Vartoloded e Pempoull. Setu roet ar gaoz da bPierre Morvan, Prezidant ar gouel bras anezhañ.

 

 

Ya ! : Penaos eo bet an holl c’houelioù ? Kemmoù zo bet ?

Pierre Morvan : E miz Eost e vimp an 13vet gouel. Cheñchet en deus kalz ar festival abaoe m’eo bet krouet, e 89. Kresket eo dreist-holl, o tremen eus 50 000 den en derou da 150 000 e 2015. En em zigoret eo ivez da sonerezhioù ar bed ha d’ar re a-vremañ. Bep an tammig eo bet kemmet ha bevet eo bet se mat.

 

Ya ! : Perak an tem-se ha perak bep eil bloaz ?

P.M. : Tem kanaouennoù tud a-vor ? Un anv eo ar Festival Kan tud a-vor, ur merk. Boas on da lâret ne vez ket nemet dafar labour-douar kozh en Erer Kozh… E Pempoull n’hon eus ket nemet kanaouennoù martoloded, pell alese. War roll ar 160 strollad n’eus nemet un dredereznn anezho o kinnig kanaouennoù a-vor. Evit an div drederenn all eo sonerezh ar bed, sonerezh a-vremañ, sonerezh Breizh… Liesseurt a-walc’h eo evit ma kavfe pep hini e gont, hag unvan a-walc’h ivez evit na vefe ket re vras toull etrezo. Deus an hengoun d’an elektro-wold, eus ar folk da sonerezh ar straedoù a glever e Pempoull. Met n’eus ket a rock pe metal… Perak bep eil bloaz ? En derou e oa c’hoant ganeomp kinnig ur gouel, a bep eil gant reoù Douarnenez, int er bloavezhioù par ha ni reoù ampar. Ul lusk mat eo evit gouel ur gevredigezh evel hon hini, unan na skuizh ket an dud a-youl-vat, a ro amzer da gaout c’hoant dont. Ul lusk a ya mat-tre deomp, memes ma vez tud a garfe kaout ar gouel bep bloaz.

 

Ya ! : Perak Pempoull ? Gouelioù all a zo ha darempredoù etrezoc’h ?

P.M. : Gant e borzh e kreiz-kêr Pempoull, e zaou boull, eo aes ober an dro anezhañ ha dispar eo evit ur gouel a seurt-se. Gouelioù all a zo war ar memes tem, evel-just, e Bro-Saoz, Pologn, Izelvroioù, Belgia, Norvegia… Darempredoù hon eus gant lod anezho ha dreist-holl gant aozerien Gouel Kan a-vor Saint-Jean-Port-Joli e Kebeg, deuet da vezañ mignoned  deomp. E Breizh zo gouelioù Brest pe reoù Douarnenez. Evit keñveriañ e lârfen eo ar re-mañ emgavioù bigi, gant sonerezh da heul, pa ‘z eo Gouel Pempoull gouel ar sonerezh kinklet brav-tre gant bigi.

 

Ya ! : Liammoù a zo gant gouelioù all e Breizh. Ha diforc’hioù bras ?

P.M. : Liammoù a zo dre ar strollad “Culture et création” eus Produet e Breizh m’emaomp ezel anezhañ abaoe 2005. Pe c’hoazh dre “Collectif des Festivals bretons”, 28 festival breizhat liesseurt – sonerezh, dañs, sinema, poltrediñ… – ennañ, a fell dezho bezañ oberiant war dachenn an diorren padus. Setu aze pinvidigezh an oberiantiz sevenadurel e Breizh, he startijenn. Talvezout a rafe ar boan studiañ se a-dost.

 

Ya ! : Petra a vo nevez e 2017 ?

P.M. : E 2017 e vo kendalc’het… An tem eo, “Hentoù ar Sav-heol” n’omp ket aet dre enno c’hoazh, a vo an nevezinti, ar Reter Krenn, Azia…

Degemer a raimp strolladoù o tont eus enno evel Gocoo (Japan), Jambinai (Su-Korea), The Bombay Royale (India), Bachar Mar Khalifé (Liban)… ha kalz reoù all.

Met heñvel e oa ivez ouzh gouel ar bloavezhioù kent : 7 leurenn, 160 strollad sonerezh ar bed, kan a-vor ha sonerezh Breizh, fañfarioù, bagadoù, festoù-noz, diskouezadegoù hep disoñjal an 200 bag hengounel evel ar Recouvrance, ar Marité, an Nizwa ( ur vag boutre eus Oman) ha karavelloù Nao Victoria ha Boa Espérenza a ginklo tachenn ar gouel.

A-fet strolladoù e c’hellimp kontañ war Kassav’, Gilles Servat, Alan Stivell, Youn Kamm, Malicorne, Gocoo, Bachar Mar Khalifé, Tinariwen, Jambinai… ha 150 all a vo diskuliet d’ar 24/4.