Clito’Rik 2 : Dek devezh evit kizidikaat !
10/04 /17

Clito’Rik 2 : Dek devezh evit kizidikaat !

p.3 clitorik-bzhgAn dibenn sizhun-mañ e vo roet lañs d’an eil festival Clito’Rik. Dalc’het e vo a-hed ar sizhun etre ar 7 hag ar 15 a viz Ebrel, hag e meur a lec’h : Tregon, Brest, Douarnenez, Kastellin ha Kemper. Ur wech c’hoazh ‘vo kaoz eus sekselezh an dud… Ken liesseurt ma c’hell bezañ honnezh !

 

 

Aozet e vo ar festival gant ar strollad benelour, Gast ! e anv. Abaoe 2013 e stourm Gast !  war an dachenn. Gant an amzer eo bet rediet tud Gast ! da grouiñ ur post-labour, hag a-drugarez d’ar post-se zo deuet tri raktres war wel. Da gentañ o doa kroget gant atalieroù kinniget da liseidi Diwan Karaez. Eno ez eus kaoz eus sekselezh, ar rakskeudennoù, eus an harellerezh*, hag eus ar c’henasantiñ. Sañset e vefe rediet al liseoù kinnig seurt atalieroù bep bloaz. Peurliesañ, ne reont ket… Lod a ra, memestra, o pediñ ar Planning Familial… “Gant ar “Planning” e vez kinniget “atalieroù” a bled gant ar yec’hed seksel. Ganeomp-ni eo troet an traoù kentoc’h war ar “psikologiezh” az a gant ar sekselezh. Troet omp kentoc’h war an deskadurezh bobl” a embann merc’hed Gast !. A-bouez bras eo seurt labour neuze.
Deskiñ d’ar maouezed peseurt emzalc’h kaout pa vezont taget, koulz psikologel ha korfel, evit dizarbenn ar feulsterioù ispisial graet outo eo eil kefridi ar gevredigezh. Stajoù “en em zifenn” eo. Evit en ober emañ gopradez ar strollad oc’h heuliañ ur stummadur e Belgia a vez dalc’het bep tri miz. Gant ar stajoù-se ‘zo peadra da gompren peseurt levezon, ma n’eo ket gwask, o deus ar baotred war divizoù ha doare-bevañ ar merc’hed. Ur wech m’eo emskiant, e c’hell ur vaouez gouzout petra eo he bevennoù dezhi, ha neuze deskiñ lârout “Nann” ha gouzout penaos en em wareziñ gwelloc’h.
Anavezet eo c’hoazh ar strollad evit ar festival a oa bet aozet gantañ 2 vloaz ‘zo, Clito’Rik e anv. Berzh bras ‘n doa graet hemañ o vodañ kalzig a dud a-hed un dibenn-sizhun. “Fier-ruz ‘oamp o vezañ deuet da benn da vodañ tud a-bep oad ganto.” emezo.

 

Dek devezh
Setu neuze distro ar “c’hlito’rigezed,” birvilh enno ! Ken entanet ma oant bet gant an abadenn gentañ m’o deus bet c’hoant astenn ar festival war 10 devezh. “Gant ar festival kentañ hon eus kejet gant tud nevez, hag a-drugarez dezho eo hon eus kredet ledanaat hon tachenn. Tolpet eo izili ar gevredigezh e Su Penn-ar-Bed kentoc’h, ha koulskoude e vo eus Clito’rik betek e Brest ! Skoazellet eo  merc’hed Gast ! gant ar strollad Conne Action, ennañ maouezed a-vicher war ar c’hinnig abadennoù. Chom a raio ar festival tost ouzh e dachenn orin, memestra. Evel ma oa 2 vloaz ‘zo e vo gwelet ar c’hlito’rigezed e Tregon. Atalieroù pe abadennoù a vo kinniget c’hoazh e Kemper, Douarnenez, ha Kastellin.
Da geñver ar festival kentañ e oa bet lakaet ar gaoz war sekselezh ha plijadurioù ar maouezed, kentoc’h. Ledanoc’h e vo an temoù ivez gant an eil tro  ! Ne fell ket d’ar c’hlito’rigezed leuskel hini ebet war bord an hent pa gomzer eus plijadur. Pelloc’h c’hoazh, ez eus c’hoant ganto dismantrañ tabou-ioù a chom er gevredigezh. Gouestlañ a raio merc’hed Gast ! un devezh a-bezh da sekselezh ar re nammet, e Kemper d’ar Meurzh 11 a viz Ebrel. An devezh goude, e Kastellin ar wech-mañ, e vo gouestlet an devezh da blijadur ar re gozh.  Roet e vo roet ivez ar gaoz d’an dud dreuzjener ha d’an dud etreseks e Brest da vare un diskouezadeg pe c’hoazh ur skignadenn. Un dra c’hoazh a ranker menegiñ : pa vo prantadoù kaoz da heul an abadennoù e vo troet an eskemmoù evit ar re vouzar ! Pep hini a rankfe kavout e lod er festival, hep raksoñj ebet !
Talvoudus-kenañ eo Clito’Rik dre ma n’ eus abadenn ebet a-seurt-se e Breizh. Aze e c’hello ar re vinorelaet sevel goulennoù, pe kemer ar gaoz evit ur wech… “Rannañ gouiziegezh evit lakaat pep hini da vleunviñ* ha bevañ-mat a-gevret, setu pal Clito’Rik” eme merc’hed Gast !
Poaniet o deus ar c’hlitorigezed ken m’eo puilh roll ar festival. Aesat doare gouzout muioc’h a zo mont eeun war lec’hienn ar strollad benelour :

www.gast.bzh

* harellerezh : harcèlement
* bleunviñ : s’épanouir