Chokolad ha kafe dre-lien

Staliet eo an embregerezh Grain de Sail e Montroulez. Ganti e vez fardet Kafe ha chokolad graet diwar produioù krai, reoù eus an dibab, hag enporzhiet betek Montroulez. Gwelloc’h e kavont ober gant produioù bio, hag o fal eo mont betek penn an dro-spered-se a dalvez da zoujañ ouzh an endro… Erruet int gant eil pazenn o raktres a gonter teir fazenn ennañ.

 

 

E 2013 e kroge da vat an embregerezh gant he labour. savet diwar youl tri Breizhad – François Liron, ha daou vreur, Olivier ha Jacques Barreau, c’hoant ganto produiñ e Breizh kafe ha chokolad eus an dibab  hag en un doare doujus ouzh an endro. “Fellout a rae deomp labourat gant produioù krai, da lâret eo enporzhiañ fav kafe ha kakao bio betek Montroulez. Evit en ober, ha dre ma soursiomp ouzh an endro, hon eus ijinet sevel ul lestr-karg dre-lien” a embann Jacques Barreau.

 

©Franck-Betermin

©Franck Betermin

Kafe da gentañ
Met a-raok ma vefent gouest da arc’hantaouiñ ul lestr-karg, o deus kroget an tri breizhat gant ar produiñ kafe… Ur bazenn gentañ e oa. Peadra da reiñ lañs d’an embregerezh, hag ivez amzer d’ar skipailh en em ober ouzh reolennoù strizh ar produiñ boued.
Kroget eo an afer o sinañ un emglev gant ESAT Genêts d’Or Montroulez. Talvezout a rae an emglev-mañ da gaout ul lojeiz evit ar produiñ ha labour evit tud an ESAT. “Enporzhiañ a reomp “Kafe glas”, a vez krazet ganeomp da c’houde, ha gwerzhet gant an anv “Torréfaction de la Baie”, met cheñch a raio an anv a-benn nebeut evit dont da vezañ Grain de Sail.” a resisa Jacques Barreau. Hag eñ da genderc’hel “E-touez ar rummadoù kafe a reomp n’eus nemet daou anezho o vezañ bio. Dipitet-bras omp bet gant se rak produiñ traoù bio eo hor pal. Met luziet-kenañ eo kavout kafe plijus da evañ hag a vefe bio ouzhpenn…” Daoust da se e talc’h an tri Breizhad gant o mennozh hag e klaskont c’hoazh hiziv an deiz produerien fav kafe bio.
Lañset-mat eo an traoù ganto, memestra, pa gredont reiñ lañs da eil pazenn o raktres.

 

©Franck-Betermin

©Franck Betermin

Chokolad bio !
Goude ar c’hafe, p’eo deuet an embregerezh arbennigourez war ar c’hrazañ fav, ne chome nemet da gregiñ gant ar chokolad ! Ar pezh a c’hoarvezas e 2015. Dindan bloaz e savjont liammoù gant produerien kakao a-feson, e Perou hag e Republik Dominikan, hag e kroujont o rekipeoù. Kerkent hag e 2016 e kaved Chokolad Grain de Sail er stalioù. “Hag an holl rummadoù a chokolad a ginnigomp ‘zo bio penn-da-benn. Da lâret eo ar fav kakao, anat, met ivez ar sukr, pe c’hoazh ar vanilha ! Ganeomp n’eus ket kaoz a frondoù ouzhpennet”, eme paotr Grain de Sail.
E Frañs ne gonter nemet ur pemzek den/embregerezh gouest da grazañ fav kakao o-unan. A-bouez-bras eo da skipailh Grain de Sail kinnig produioù a galite a-fet blaz, ha yac’h war un dro. Ouzhpenn-se e felle dezho e c’hellfe an holl prenañ o froduioù. Hiziv e kaver anezho betek er gourmarc’hadoù. Gwerzhet e vezont en ur 150 stal bennak e Breizh 5 departamant. Bep miz e vez fardet 2,5 tonenn a chokolad e Montroulez, Ha c’hoazh 1,5 t a gafe, bep miz ivez.
Berzh ‘zo gant an embregerezh. War he anv e c’hopr Grain de Sail 8 den ; mui 18 micherour eus an ESAT ha 3 monitourez d’o heul. 29 den, en holl, gopret leun-amzer ! Setu peadra da soñjal e c’hellint tizhout trede pazenn o raktres.

 
Ul lestr-karg dre-lien
Abaoe ar penn-kentañ emañ ‘barzh soñj an tri embreger sevel o lestr-karg dre-lien dezho. Doujañ muioc’h c’hoazh ouzh an endro eo ar pal. Oc’h ober gant seurt doare e talvezo bilañs karbon Grain de Sail d’ur sifr dister. Gwelet eus an diavaez e c’heller krediñ eo foll ar raktres. “Met studiet mat eo bet an traoù ganeomp, ha n’eo ket dre zegouezh ne vefe nemet trede pazenn hor raktres…” a resisa Jacques Barreau. A-benn nebeut, hag a-drugarez d’an div bazenn gentañ, e vo gouest an embregerezh da arc’hantaouiñ he lestr-karg dezhi. 1 milion € e koust ar vag dre-lien. Abaoe 4 bloaz e preder ar skipailh war ar raktres, ha prest eo steuñvoù ar vag dija. Sikouret int bet e-pad 10 miz gant daou lestrsavour. Ken hir ha 22 m e vo ar vag. Gouest e vo da dreuziñ ar Mor Atlantel gant ur samm a 35 tonenn. Ur wech savet e rankfe ar vag ober 2 vonedone ar bloaz, etre Montroulez, New-York, Kreizamerika hag an inizi Asorez. “Morse ne dreizho ar vag, goullo he stradoù. Mont a raio da Amerika gant produioù graet e Breizh pe e Frañs, hag e tistroio gant danvez krai…” eme ar paotr. Ezhomm ‘vo goprañ tri martolod a-vicher, ha diouzh ar pezh a glever, ez eus kalzig a dud war ar renk dija daoust ma ne vefe ket savet ar vag c’hoazh !
Hervez al lañs a zo gant an embregerezh, e rankfe al lestr-karg dre-lien ober e dreizhadenn gentañ e miz Meurzh 2019.

 

©Franck-Betermin

SebastienRenat, chokoladour evit Grain de Sail ; ha FrancoisLiron, prezidant an embregerezh ©Franck Betermin