Aquatiris : Evit an dud ivez

p.11 Aquatiris 1

Cyrill Alain

Betek-henn ne veze nemet ar c’hêrioù evit implij dour ha raoskl evit puraat an dourioù lous. Abaoe un tamm zo e klask ar stalioù kinnig ur sistem heñvel met bihanoc’h, a c’hello bezañ implijet gant an hiniennoù.

 

E studioù en deus graet Cyrill Alain er-maez eus Breizh. E-pad un nebeud bloavezhioù en deus labouret goude ‘kostez Pariz, a-raok kaout c’hoant kuitaat ar metoù-se ha dont en-dro davet e vro c’henidik, Brest ha tro-dro. Da gentañ en deus soñjet en em staliañ e Landunvez evel liorzhour met buan a-walc’h eo aet war-zu Sant-Pabu. “Pell a-walc’h eo eus Brest, gwir eo, met pediñ a ran an dud da zont da welet an dorioù digor a aozan un tamm e pep lec’h er vro.” eme al Leonad yaouank, adkavet gantañ e wrizioù, en em lakaet da zeskiñ brezhoneg gant “Douar ha Mor” e Sant-Pabu, lakaet un tamm mat eus e lec’hienn e brezhoneg gant ar soñj sinañ ar garta “Ya d’ar brezhoneg” ha tapet dija ur eil priz e rann an embregerezhioù evit e stal, Aquatiris. « Ur rouedad stalioù eo Aquatiris, e gwirionez, ar gwir ganin da implijout an teknik hag an anv-se er vro. Met n’on ket ma-unan.” a anzav Cyrill Alain.

 

 

Un teknik evit an holl

Soñj o deus an holl eus ar poulloù bras a vez gwelet e-maez eus kêr. Met bremañ, a-drugarez d’an teknikoù nevez eo trawalc’h kaout 2m² dre zen evit puraat an dour a-hed ar bloaz. Ar bakteriennoù a zo war gwrizioù ar raoskl eo a ra al labour. Trawalc’h eo d’ar perc’henn kempenn ur wech an amzer : troc’hañ ar raoskl, evezhiañ…

Evit poent emañ o reiñ lañs d’e stal. Alies e kaver anezhañ e saloñsoù ar vro. Met liorzhour eo eñ ivez evit gellout bevañ a-hed ar bloaz. Ha dedennet gant plant ar vro, gouennoù hengounel kentoc’h eget broudañ an dud da implij plant o tont a-bell.

schéma