20 vloavezh a brizioù
03/04 /17

20 vloavezh a brizioù

p.3 Priziou 2017 1

E Karrezenn-Hud Lannuon e oa bet lidet ar re gentañ, e 1997. 20 vloaz war-lerc’h e voe dalc’het ar gouel er memes lec’h dindan paeroniezh ar maer Paul Bihan, ha, bep an amzer, frapadoù eñvoriñ ar gouelioù kent.

 

Evel e Plougastell warlene e oa aozet ar sal, an danvez loreidi bodet en-dro da daolioù ront, dirak, an arvesterien, un 300 bennak anezho, a-dreñv. Hag ar gouel da vont en-dro, lusket gant Goulvena an Henaff ha Yann-Herle Gourves, gant ar strollad Turbo Sans Visa, tro-dro da vMarion Gwenn. Un nozvezh klasel a vefe bet met roet zo bet ur priz a-enor da liseidi Diwan evit o stourm evit kaout ur bak e brezhoneg.

 

An disoc’hoù :

Kevredigezh : Dizale

Levr faltazi : “Barr Abba” gant Yann Bijer

Strollegezh : kuzul-departamant Penn-ar-Bed

Oberenn kleweled : « A-vihanig » gant Bleuenn ar Borgn

Embregerezh : le Kêr

pladenn kanet e brezhoneg : gant “Youn Kamm et le Bagad du Bout du Monde”

brezhoneger ar bloos : gant Yann Tiersen hag Emilie Quinquis.

p.3 Priziou 2017 2