15 vloaz hep brezhoneg !
17/04 /17

15 vloaz hep brezhoneg !

Goude m’o dije lidet ar Prizioù o 20 vloaz e Lannuon e “lide” brezhonegerien Sant-Nazer o 15 bloaz hep brezhoneg er skinwel bublik, da geñver o 7vet emgav bloaziek er bar Hu’lo e karter Sant Mark.

 

E miz Gwengolo 2002, a-daol trumm, hep bezañ bet kemennet a-raok, e voe diskroget end-eeun gant an abadennoù brezhoneg war France 3 PdL .
Hiziv c’hoazh e arguzenn France-Télévisions gant an niver re izel a vrezhonegerien en departamant, nebeutoc’h eget 1 % ar poblañs, ar memes niver hag en Il-ha-Gwilun mui-pe-vui.
N’eus kudenn ebet, hervez France-Télévisions rak an hini a fell dezhañ sellout ouzh an abadennoù brezhonek a c’hell en ober a-drugarez d’ar skinwel dre internet, e Liger-Atlantel kenkoulz hag e pep lec’h er bed !

 
N’eo ket dister
Koulskoude n’emañ ket Liger-Atlantel a-dreñv a-fet brezhoneg. Deuet eo Naoned da vezañ ar gêr meur e Breizh evit deskiñ brezhoneg d’ an dud deuet. Eno e kaver ar skol Diwan vrasañ hag ar skolaj Diwan nemetañ e Breizh-Uhel. 33 % eus annezidi Liger-Atlantel a vev en ur gumun sinet ganti karta “Ya d’ar brezhoneg” pa vez 24 % en Il-ha-Gwilun ha 18 % e Aodoù-an-Arvor. Ar skolioù Diwan o deus graet muioc’h eget daougementiñ niver o skolidi abaoe m’eo bet diskroget ar brezhoneg deus ar skinwel.
Ouzhpenn distro an abadennoù brezhonek er skinwel e c’houlenn brezhonegerien Sant-Nazer abaoe 3 bloaz e vefe aozet lid ar Prizioù e Sant-Nazer, da lâret eo evit ar wech kentañ e Liger-Atlantel.
E 2016 e voe nac’het abalamour d’an dilennadegoù rannvroel bet dalc’het e fin 2015. E 2017 e voe nac’het abalamour d’an 20vet deiz-ha-bloaz a zlefe degouezhout e Lannuon evel e 97. Hag e 2018 ? Den ebet ne oar evit poent !
Ar bloaz-mañ eo deuet Annaig Cotonnec, kuzulierez departamant e Sant-Nazer, d’an emvod e Sant- Mark evit harpañ ar vrezhonegerien ha kadarnaat e labour ar c’huzul-departamant evit kas war-raok ar goulenn en un doare efedusoc’h eget biskoazh.
Emichañs e vo kreñvoc’h mouezh ar vrezhonegerien hag hi  klevet gwelloc’h adalek bremañ !

 
P.L

 

p.3 St Nazer Bzg

Brezhonegerien Sant Nazer dirak tavarn Hu’lo