Prizioù Dazont ar Brezhoneg
06/03 /17

Prizioù Dazont ar Brezhoneg

Dibabet eo bet gant ar juri loreidi prizioù dazont ar brezhoneg, kenaozet gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. 

 

Seizh den oberiant eus ar bed sevenadurel az a d’ober ar juri ar bloaz-mañ. Bodet e oant bet d’ar Sadorn 5 a viz C’hwevrer 2017 en Oriant. Ha setu dibabet ganto 21 den – pe raktres – a zo war renk ar prizioù. Dasparzhet eo ar re bet dibabet e seizh rann.

Bremañ, ne chom nemet an dibaboù d’ober gant ar juri….

p.3 Juri Prizioù

Ar juri, gant, eus an tu kleiz d’an tu dehou : Morgan Le Coz, Maïna Sicard-Cras, Gael Roblin, Annaig Kervella, Brendan Guillouzic-Gouret, Guillaume Morin, Denez Pichon.

 

Ur gouel bras

Ur priz braz a vo roet e pep rann e-kerzh un nozvezh gouel a vo dalc’het e sal ar Carré Magique, e Lannuon, d’ar Gwener 24 a viz Meurzh. Roet e vo ivez 1 500 € d’an hini a resevo ar priz bras, ha 500 € d’ar re a echuo eil ha trede roet e anv Rannvro Breizh hag un delwenn savet gant an dizagner Owen Poho ha profet gant France 3 Breizh.

 

Evel bep bloaz e vo tu heuliañ an abadenn war ar skrammoù :

• D’ar Gwener 24 a viz Meurzh 2017 da 7e gm ; e streaming war bretagne.france3.fr.

• D’ar Sadorn 25 a viz Meurzh 2017 da 10e55 ; war France 3 Breizh. (58’ doare istitlet)

• D’al Lun 27 a viz Meurzh da 8e50 ; war France 3 Breizh hag al Liger-Atlantel. (52’ doare istitlet)

 

Ar re war ar renk dre rannoù

Kevredigezh

• Brezhoneg e Brest, kevredigezh a labour evit diorren ar brezhoneg e kêr Brest.

• Dizale, kevredigezh a labour war an advouezhiañ e brezhoneg hag a ginnig bremañ ur c’houmanant VOD, doare Netflix.

• Kenseurtiezh pomperien Roazhon. Kinnig a ra ar gevredigezh un deiziataer divyezhek penn-da-benn a vez gwerzhet e bro Roazhon.

Levr faltazi

• “Rebetiko hag istorioù all”, danevelloù gant Kristian Braz (Emb. Al Liamm).

• “Bar Abba”, romant gant Yann Bijer (Emb. Al Liamm).

• “Keridwal”, barzhonegoù gant Herve Seubil gKernaudour (Emb. Al Liamm).

Strollegezh

• Kuzul-departamant Penn ar Bed, an departamant kentañ o lañsiñ ur raktres evit harpañ ar brezhoneg etre 2016 ha 2021.

• Kêr An Henbont, evit bezañ krouet Agenda 21, ur steuñv evit harpañ sevenadur Breizh hag ar brezhoneg etre 2016 ha 2021.

• Ospital Karaez, evit bezañ staliet panelloù divyezhek ha bezañ labouret evit diorren ar brezhoneg e bed ar yec’hed.

Kleweled

• “Pa ya kuit Solenn”, teulfilm faltaziet (26’) sevenet gant Anne Gouerou.

• “A-vihanig”, teulfilm  (26’) sevenet gant Bleuenn Le Borgne.

• “C’hwi a gano”, un heuliad pemp rann enni (10’), sevenet gant Perynn Bleunven, Justine Morvan, Quentin Morvan.

Embregerezh

• Ar Bradenn – Aquatiris. Ar gevredigezh-mañ, a labour war puraat an dour dre ar plant, hag a implij ar brezhoneg evit kehentiñ.

• Le Kêr, ur park, e Gwened, a ginnig d’ar vugale deskiñ diwar-benn istor Breizh en ur c’hoari. Tri implijad a oar brezhoneg a zo. Divyezhek eo ar panellerezh hag an heñchadennoù, ar panellerezh, ar filmoù hag an heñchadennoù.

• Korrimel, ur servij posteloù e brezhoneg penn-da-benn.

Pladenn kanet e brezhoneg

• “Youn Kamm et le Bagad du Bout du Monde”, Youn Kamm (Apprentis Producteurs / Coop Breizh).

• “Exil”, Maria Desbordes (Awen Records / Coop Breizh).

• “Valgori”, Brieg Guerveno (Paker Prod / Coop Breizh).

Brezhoneger(ez) ar bloaz

• Laëtitia Anger, evit bezañ krouet an embregerezh “Les Archi Kurieux”, a ginnig darvoudoù diwar-benn glad Breizh.

• Yann Tiersen hag Emilie Quinquis. Divizet o deus an daou soner deskiñ ar yezh ha bevañ e brezhoneg. Difenn a reont ar yezh dre o arz.

• Fanny Labbay. Desket he deus brezhoneg nevez zo ha divizet he deus implijout anezhañ bemdez. Labourat a ra e skol Diwan Boulvriag ha kinnig a ra kentelioù evit kizidikaat an dud d’ar brezhoneg.