Pouez ar pouez-mouezh
06/03 /17

Pouez ar pouez-mouezh

Abaoe un nebeud bloavezhioù e vez kinniget stalioù DPM e staj KEAV, un doare da soursial ouzh an distagadur hag ar pouez-mouezh. Bep bloaz e vez aozet gant KEAV un devezh stummañ e Plañwour ha lakaet eo bet ar vouezh, amañ c’hoazh, ha war an distagañ.

 

Diouzh ar mintin e oa roet ar gaoz da Youenn ar Gag evit kinnig an distagañ e broioù ar gwalarn, gwechall ha bremañ, kompren plegoù-distagañ, gant sikour enrolladennoù.

Goude merenn e oa tro Serj Bozeg, kelenner e staj KEAV bep bloaz, animatour war ar stal DPM, evel-just, da gizidikaat an 30 den deuet betek
Plañwour ouzh ar mod da zistagañ ar gwenedeg, pe kentoc’h brezhoneg ar gevred, gant sikour kartennoù ha skouerioù. Hag eñ da zisplegañ un nebeud reolennoù war ar pouez-mouezh – ne c’heller ket kaout teir silabenn pouezmouzhiet diouzh renk… – da gizidikaat an dud war ar gerioù talvoudusañ a zo er frazenn, war ar silabennoù hir pe verr, war an diforc’hioù gant broioù all eus Breizh. Ha da lakaat an deskarded da bleustriñ daou-ha-daou war ar skouerioù bet roet gantañ. E-touez ar berzhidi e oa kalz a wenedourien, anat, abalamour d’al lec’h ha d’an danvez.

Ar re o deus c’hoant mont pelloc’h war an danvez-se a adkavo an daou animatour e-kerzh staj bloaz KEAV e Kastellin, etre an 9 hag ar 15 a viz Gouere pe/hag etre ar 16 hag an 22 a viz Gouere.p.1 devezh KEAV 2