Kondon ar Vro
13/03 /17

Kondon ar Vro

Kaoz ‘zo bet dija diwar-benn ar raktresoù mengleuzioù a zo e Breizh. War an dachenn, ne ziskrog ket an enebourien gant o stourm.

 

Bloaz ‘zo e oa bet echuet studiadennoù ‘zo gant an embregerezh Variscan. A-drugarez dezho e oa bet lakaet war-wel e oa tachennoù dedennus-tre e-touez ar 5 aotre arglask bet roet dezho. Hini Merleag, da skouer, a vefe dedennus-kenañ. Seurt studiadennoù a-c’horre a dalveze da lakaat ur red tredan da vont er c’hondon, hag a-drugarez d’ur viñsaskell e vez muzuliet ar magnetegezh, ha pinvidigezh ar c’hondon. Goude-se he dije ranket an embregerezh Variscan kregiñ gant an eil pazenn, sontañ an takadoù dedennusañ. Da lâret eo gwiriañ, o toullañ ar c’hondon betek 600 m donder. Ha ma vefe kadarnaet ar sifroù kentañ e vefe roet lañs d’ar c’horvoiñ, a-benn 10 vloaz, dre vras, hervez komzoù an embregerezh.

 

 

p.3 Kondon ar Vro

Rezistañs an annezidi
A-raok ma vefe echu da vat ar studiadennoù a-c’horre-se, o deus embannet 6 kumun diferadoù-kêr evit ma ne c’hellfe ket biñsaskell Variscan nijal a-us d’o zachennoù. En abeg ma vefe noazus ar “magnetegezh” evit o annezidi eo o deus graet. Ha setu diaesaet lañs an embregerezh.  Da heul an divizoù-se, e touge klemm Variscane, e fin 2016, a-enep d’ar c’humunioù-se. Setu un emzalc’h-nevez gant Variscan, peadra da zihuniñ  an enebourien. Rak ouzhpenn, e oa bet prometet gant ar gouarnamant d’an dilennidi lec’hel, “e nac’hfe ar stad ar raktresoù mengleuzioù ma ne oant ket asantet da vat gant an annezidi.” Koulskoude, daoust d’an diferadoù-kêr, ha da bouez ar c’henstrolloù a-enep seurt raktres war an dachenn, eo bet embannet, nevez ‘zo, er prefetioù, roll al labourioù da zont…
An dibenn-sizhun paseet e aoze an enebourien ur chadennad-tud war tachennoù Merleag. Evit mirout ouzh an embregerezh da vont pelloc’h gant an arglask e aozint c’hoazh ur vanifestadeg vras e Gwengamp d’an 18 a viz Meurzh da 10e30 war plasenn ar “Champs du Roy”.
Un nebeud mizioù ‘zo e embanne Variscan sklaer nompas kaout c’hoant e teufe o raktres da vezañ ur “ZAD” nevez. Abaoe un nebeud sizhunioù koulskoude, ez afe he spered war strishaat, hag an ton ganti war galetaat…