Kant a gan : 88 dijia !

Amzer Nevez Kastell-Nevez Ar Faou bremaik : gant 88 kaner enskrivet dija e ra berzh an heuliad gavotenn kinniget gant Jean-Claude Taleg ha Lou-Jakez Suignard.

Simpl e oa ar mennozh : lakaat kant kaner da bleustriñ asambles, o tiskanañ war-lerc’h an daou ganer brudet, evit diskouez nerzh ha c’hoant an dud da ganañ e brezhoneg, evit lakaat an dud da zañsal, ha da zañsal e-ser kanañ. Deuit niverus neuze, da selaou ha da gemer perzh !